Levr Izaia 9:6
Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz: hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 13:18Hag ann éal a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg é klaskez-té va hanô, pa eo estlammuz?
2 Samuel 7:16Da dî a vézô féal, ha da rouan̄télez ivé da vikenn dira-z-oud, ha da drôn a vézô stard évit biskoaz.
Nehemiah 9:32Bréma éta, hon Doué brâz, kré ha galloudek, péhini a wîr da gévrédigez ha da drugarez, na zistrô két da lagad diouc’h ar c’hlac’har a zô kouézet war-n-omp, ha war hor rouéed, ha war hor brin̄sed, ha war hor béleien, ha war hor broféded, ha war hon tadou, ha war da holl bobl, abaoé deisiou roué ann Assiria bétég-henn.
Psalms 45:3Gouriz da glézé war da vorzed, galloudek-brâz.
Psalms 45:7Ar reizded éc’h eûz karet, hag ar fallagriez éc’h eûz kaséet. Râk-sé, Doué, da Zoué en deûz da lardet gan̄d éôl al lévénez dreist da genvreûdeûr.