Levr Izaia 12
1Hag enn deiz-zé é liviri: Da veûli a rann, ô Aotrou, ô véza ma oud buanékéet ouz-in; habaskéet eo da frouden, hag éc’h eûz va dic’hlac’haret.
2Chétu Doué eo va Salver, gan̄t fisian̄s é rinn pép tra, ha n’em bézô két a aoun; râg ann Aotrou eo va ners, ha va gloar, ha deûet eo da zilvidigez d’in.
3Tenna a réôd dour gan̄t lévénez eûz a feun̄teûniou ar Salver.
4Hag é léverrot enn deiz-zé: Meûlit ann Aotrou, ha galvit hé hanô; rôit da anaout hé ôberiou é-touez ar boblou; hô pézet koun pénaoz eo uc’hel hé hanô.
5Kanit d’ann Aotrou ô véza ma en deûz gréat traou brâz-meûrbéd: rôit da anaout kément-sé dré ann douar holl.
6Trîd ha meûl, tî Sion; râk brâz eo san̄t Israel enn da greiz. ———— XIII. PENNAD. Gwastadur Babilon gan̄d ar Védied.
Study Levr Izaia 12
KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)