Levr Izaia 14:1
Tôst eo ann amzer-zé, hag hé deisiou n’in̄t két pell. Râg ann Aotrou a rai trugarez é-kén̄ver Jakob, hag a rai c’hoaz eunn dilenn é Israel, hag hô lakai da éhana enn hô douar hô-unan. Ann diavésiad en em unanô gan̄t-hô, hag hî en em frammô out tî Jakob.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:42Sonch em bézô eûz va gévrédigez gan̄t Jakob, gan̄d Isaak, ha gan̄d Abraham; sonch em bézô ivé eûz ann douar,
Ruth 1:16Ha Ruth a lavaraz d’ézhi: Na zav két em énep évit va lakaat da von̄d diouz-id ha d’az kuitaat: râg é pé léac’h-bennâg m’az î, éz inn ivé, hag el léac’h ma choumi, é chouminn ivé. Da bobl a vézô va bobl, ha da Zoué a vézô va Doué.
Esther 8:17É-touez ann holl boblou, hag ar brovin̄sou, hag ar c’heriou é péré é teûaz gourc’hémenn ar roué, é oé eul lévénez anat, féstou ha banvésiou ha deisiou-gouél; enn hévélep doaré ma teûaz kalz eûz ar brôadou all, péré a oa dishén̄vel diout-hô enn hô c’hréden, d’en em unvani gan̄t hô c’hréden ha gan̄d hô lidou; ô véza m’en dôa hanô ar Iuzevien taolet eur spoun̄t brâz enn hô zouez. ———— IX. PENNAD. Ar Iuzevien, hervez gourc’hémenn ar roué, a lâz ar ré hô dôa mennet hô c’hâs-hi da gét.
Psalms 102:13Té a zavô, hag az pézô truez out Sion; râk deûed eo ann amzer, ann amzer da gaout truez out-hi.
Psalms 136:10Ar béc’herien a gouézô enn hô rouéjou hô-unan; ha mé a choumô va-unan, kén n’az inn ébiou. ———— CXLI. PSALM. Poell David pa édô er c’héô; péden.