Kentañ Levr Shmouel 1:16
Ha Ruth a lavaraz d’ézhi: Na zav két em énep évit va lakaat da von̄d diouz-id ha d’az kuitaat: râg é pé léac’h-bennâg m’az î, éz inn ivé, hag el léac’h ma choumi, é chouminn ivé. Da bobl a vézô va bobl, ha da Zoué a vézô va Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr Shmouel 1
Cross References
Ruth 2:11Ha Booz a lavaraz d’ézhi: Klévet am eûz kémen̄d éc’h eûz gréat é-kén̄ver da vamm-gaer goudé marô da bried; ha pénaoz éc’h eûz kuitéet da géren̄t hag ann douar é péhini oud ganet, hag oud deûet é-touez tûd ha na anavézez két ken̄t.
2 Samuel 15:21Hag Étai a lavaraz d’ar roué: Ével ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô ann aotrou, va roué, é pé léac’h-bennâg ma vézi, té, aotrou va roué, pé gan̄d ar marô, pé gan̄d ar vuez, énô é vézô ivé da zervicher.
Psalms 45:10Sélaou, va merc’h, ha gwél, ha dinaou da skouarn; hag an̄kounac’ha da bobl, ha tî da dâd.
Daniel 2:47Hag ar roué a gomzaz oud Daniel, hag a lavaraz d’ézhan̄: Évit-gwir hô Toué eo Doué ann doueed, hag Aotrou ar rouéed, ha disklérier ar misteriou, pa éc’h eûz gellet rei da anaout ann dra guzet-zé.