Levr Izaia 14:25
Ann Assiried a vrévinn em douar, hag é mac’hinn anézhô war va ménésiou; hag Israel a héjô ar iéô hô dôa lékéat war-n-ézhan̄, hag ar béac’h hô dôa lékéat war hé ziskoaz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 10:12Chétu pétrâ a c’hoarvézô: Pa en dévézô ann Aotrou sévénet hé holl ôberiou war vénez Sion, hag é Jéruzalem, é emwélinn frouez kaloun balc’h ar roué Assur, ha gloar uc’helded hé zaoulagad.
Isaiah 10:24Râk-sé chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué ann arméou: Va fobl péhini a choum é Sion, n’az péz két a aoun râg Assur; gan̄d eur wialen é skôi war-n-od, hag hé vâz a zavô war-n-od war hen̄t ann Éjipt.
Isaiah 10:32C’hoaz eunn deiz, hag é vézô é Nobé; héja a rai hé zourn war vénez merc’h Sion, krec’hien Jéruzalem.
Isaiah 17:12Gwâ al lôd brâz a boblou, a zô hén̄vel out trouz eur môr brâz; hag ar mouésiou savaruz a zô hén̄vel out trouz douréier brâz.
Isaiah 31:8Dilézet eo ann hen̄chou, na dréméneur mui dré ar raven̄chou, torret eo gan̄t-han̄ ar gévrédigez, diskaret eo ar c’heriou, n’en deûz azaouez é-béd évid dén.