Levr Izaia 16:14
Ha bréma é komz ann Aotrou, ô lavarout: A-benn trî bloaz, é doare bloavésiou ar gôpraérien, é vézô lamet hé c’hloar digan̄t Moab ha digan̄t hé holl bobl péger paot-bennâg eo; nébeûd a dûd a choumô anézho, ha c’hoaz é vézin̄t gwân. ———— XVII. PENNAD. Disman̄tr Damas.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13Hen-nez eo ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar-benn Moab abarz bréma.
Cross References
Deuteronomy 15:8Aotrou, béz trugarézuz é-kén̄ver da bobl Israel éc’h eûz dasprénet, ha na damall két ar goâd dinam d’as pobl Israel. Ha gwall ar goâd-zé a vézô tennet diwar-n-ézhô.
Job 7:1Buez ann dén war ann douar a zô eur brézel peûr-bâduz; hag hé zeisiou ével deisiou eûr gôpraer.
Isaiah 15:5Va c’ha1oun a c’harmô étrézé Moab; hé skôrou a dec’hô bété Ségor, ével eunn ounner trî-bloaz; piña a rain̄t enn eur wéla dré gréc’hien Luit, hag é hen̄t Oronaim é rôin̄t da glevout garm hô glac’har.
Isaiah 21:16Pétrâ a réz-té aman̄, pé piou a zô gan-éz-té aman̄? Ma éc’h eûz toullet eur béz évid-od aman̄, ma éc’h euz toullet eur béz kaer enn eul léac’h uc’hel, eunn tabernakl d’id er méan.
Isaiah 25:10Hor bézet truez oud ann dén fallagr, ha na zeskô két ar reizded; traou fallagr en deûz gréat é douar ar zén̄t, ha na wélô két gloar ann Aotrou.
Jeremiah 48:42Hô gwareg hag hô ziren a géméron̄t; krîz in̄t ha didruez; hô mouéz a rai trouz ével ar môr; war hô c’hézek é piñin̄t enn da énep, merc’h Babilon, ével eunn dén daré évid ar brézel.