Levr Job 7:1
Buez ann dén war ann douar a zô eur brézel peûr-bâduz; hag hé zeisiou ével deisiou eûr gôpraer.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Ével ma ioul eûr sklav ann dishéol, hag ével ma c’héd ar gôpraer divez hé labour;
Cross References
Leviticus 25:50Goudé béza nivéret ar bloavésiou adaleg ann amzer eûz hé werzidigez bété bloaz ar Jubilé; ha goudé béza tennet ann arc’han̄t évit péhini é oa en em werzet, diouc’h ann niver eûz ar bloavésiou, ha gôbr eur gopr-dévezour.
Job 5:7Ann dén a zô ganet évit laboura, ével ann evn évit nija.
Job 14:6Pella eunn nébeût diout-han̄, évit ma éhanô, bété ma kavô, ével eur gôpraer, ann divez eûz hé boaniou.
Psalms 39:4Ha mé em eûz lavaret gan̄t va zéôd: Rô da anaout va divez d’in, ô Aotrou, ha péhini éo ann niver eûz va deisiou; évit ma wézinn péd a choum c’hoaz d’în.
Isaiah 16:14Ha bréma é komz ann Aotrou, ô lavarout: A-benn trî bloaz, é doare bloavésiou ar gôpraérien, é vézô lamet hé c’hloar digan̄t Moab ha digan̄t hé holl bobl péger paot-bennâg eo; nébeûd a dûd a choumô anézho, ha c’hoaz é vézin̄t gwân. ———— XVII. PENNAD. Disman̄tr Damas.
Isaiah 38:5Gloar ann Aotrou en em ziskouézô, ha pép kîg a wélô ivé pénaoz eo génou ann Aotrou en deûz komzet.