The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 16

1Aotrou, kâs ann oan trec’her ann douar, eûz a véan ann distrô da vénez merc’h Sion.

2Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô: Ével eul labous a dec’h, hag ével labousédigou a nîch er-méaz eûz hô neiz, ével-sé é vézô merc’hed Moab pa dreûzin̄t ann Arnon.

3En em guzul, en em stroll, kémer da grésteiz eur skeûd kenn du hag ann nôz; kûz ar ré a dec’h, ha na ziskuḻ két ar ré a gildrô.

4Va zec’herien a choumô gan-éz: Moab, béz da zigémer d’ézhô a zirâg hô heskiner; râg ar poultr en deûz kavet hé zivez, ar fallagr a zô éat-da-nétra; néb a vac’hé ann douar a zô diaézet.

5Eunn trôn a vézô aozet enn drugarez, hag hén̄ a azézô war-n-ézhan̄ er wirionez é telt David, évit barna ha klaskout ar varn, ha rei da bép-hini ar péz a zô reiz.

6Balc’hder Moab hon eûz klevet; balc’h-meûrbed eo; hé valc’hder, hé rogoni, hé frouden a zô brasoc’h égéd hé ners.

7Râk-sé é iudô Moab out Moab; ann holl a iudô: d’ar ré a laka hô fisian̄s enn hô muriou brikennou, rôit da anaout hô gouliou.

8Râk faboursiou Hesébon a zô didûd, hag aotrounez ar brôadou hô deûz gwastet gwinien Sabama; hé skourrou a zô en em astennet bété Jazer; kildrôet hô deuz enn distrô; hag ar ré eûz hé greskou a zô choumet hô deûz treûzet ar môr.

9Râk-sé é lén̄vinn hag é wélinn gan̄t Jazer gwinien Sabama; da zoura a rinn, Hesébon, hag Eléalé, gan̄t va daérou, ô véza ma in̄t en em daolet gan̄d eur garm brâz war da winiennou ha war da barkou éd.

10Na vézô gwélet mui a lévénez nag a dridérez er mésiou frouézuz, na vézô klevet mui a jolori er gwiniennou; ar ré a oa boazet da waska ar gwîn, n’her gwaskin̄t mui; lakaad a rinn da dével mouéz ar waskerien.

11Rak-sé va c’hôv a zonô diwar-benn Moab ével eunn délen, ha va bouzellou diwar-benn hé mûr brikennou.

12Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô: Pa vézô skuiz Moab ô véza bét d’hé lec’hiou uc’hel, éz ai enn hé zan̄tuar hé-unan évit pédi, ha na dalvézô két d’ézhan̄.

13Hen-nez eo ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar-benn Moab abarz bréma.

14Ha bréma é komz ann Aotrou, ô lavarout: A-benn trî bloaz, é doare bloavésiou ar gôpraérien, é vézô lamet hé c’hloar digan̄t Moab ha digan̄t hé holl bobl péger paot-bennâg eo; nébeûd a dûd a choumô anézho, ha c’hoaz é vézin̄t gwân. ———— XVII. PENNAD. Disman̄tr Damas.

← Levr Izaia 15Read In The App, Free →Levr Izaia 17 →

Study Levr Izaia 16

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566