Levr Izaia 19:1
Er bloaz é péhini Tartan, kaset gan̄t Sargon, roué ann Assiried, a zeûaz da Azot, a stourmaz out-hi, hag hé c’héméraz:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 33:4Péré a vézié hô ré gen̄ta-ganet, a oa bét skôet gan̄d ann Aotrou (râk taolet en dôa hé ven̄jan̄s war hô douéed hô-unan),
Joshua 2:9Anaoud a rann pénaoz ann Aotrou en deûz lékéat ar vrô-man̄ étré hô taouarn: râg ar spoun̄t ac’hanoc’h a zô krôg enn-omp, hag holl dûd ar vrô-man̄ a zô digalounékéet.
Joshua 2:24Hag é léverchon̄t d’ézhan: Ann Aotrou en deûz lékéat ann holl vrô-zé étré hon daouarn, hag ar ré holl a choum enn-hi a zô gwall en̄krézet gan̄d ar spoun̄t. ———— III. PENNAD. Bugalé Israel a dreûz ar Jourdan.
Psalms 18:10Hag hén̄ a zô bét piñet war ar gérubined, hag en deûz nijet; nijet en deûz war askellou ann avel.
Psalms 68:33Péhini a zô piñet dreist én̄v ann én̄vou war-zû ar sâv-héol. Chétu hén̄ a rôi eunn ners brâz d’hé vouéz.