Levr Yehoshoua 2:24
Hag é léverchon̄t d’ézhan: Ann Aotrou en deûz lékéat ann holl vrô-zé étré hon daouarn, hag ar ré holl a choum enn-hi a zô gwall en̄krézet gan̄d ar spoun̄t. ———— III. PENNAD. Bugalé Israel a dreûz ar Jourdan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 13:32Hôgen ar ré all a oa bét gant-han̄ a lavaré: Na hellomp két mon̄t a-éneb ar bobl-zé, râk kréoc’h eo éged-omp.
Joshua 2:9Anaoud a rann pénaoz ann Aotrou en deûz lékéat ar vrô-man̄ étré hô taouarn: râg ar spoun̄t ac’hanoc’h a zô krôg enn-omp, hag holl dûd ar vrô-man̄ a zô digalounékéet.
Joshua 5:1Hôgen pa glevaz holl rouéed ann Amorréed, péré a choumé enn tû all d’ar Jourdan war-zû ar c’hûs-héol, hag holl rouéed Kanaan, péré hô dôa enn hô c’hers al léc’hiou ar ré dôsta eûz ar môr brâz, pénaoz en dôa ann Aotrou dizéc’het doureier ar Jourdan dirâk bugalé Israel, kén na oé treûzet gan̄t-hô, hô c’haloun a oé man̄tret, ha na choumaz mui a ners enn-hô, gan̄d ar spoun̄t hô dôa râk donédigez bugale Israel.
Joshua 8:1Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Jozué: N’az péz kéd a aoun ha na spoun̄t két. Kémer gan-éz ann holl vrézélidi, ha kerz a-énep kéar Hai; chétu em eûz lékéat étré da zaouarn hé roué, hag hé bobl, ha kéar, hag ar vrô.
Judges 1:2Hag ann Aotrou a lavaraz: Juda a biñô a-raok. Chétu em eûz lékéat douar ann énébourien étré hé zaouarn.