Levr Izaia 19
1Er bloaz é péhini Tartan, kaset gan̄t Sargon, roué ann Assiried, a zeûaz da Azot, a stourmaz out-hi, hag hé c’héméraz:
2Enn amzer-zé ann Aotrou a gomzaz oud Isaias, mab Amos, ô lavarout: Kéa, ha tenn ar zâc’h diwar da zargreiz, ha diwisk da voutou eûz da dreid. Hag hén̄ a réaz ével-sé, hag a iéaz noaz ha divoutou.
3Hag ann Aotrou a lavaraz: Ével ma en deûz baléet va servicher Isaias, noaz ha divoutou, da arouéz ha da vurzud eûz ar péz a dlé da c’hoarvézout a-benn tri bloaz gan̄d ann Éjipt ha gan̄d ann Étiopia:
4Ével-sé roué ann Assiried a zizougô euz ann Éjipt hag eûz ann Étiopia eul lôd brâz a sklaved, iaouan̄k ha kôz, noaz ha divoutou noaz-gân é méz ann Éjipt.
5Hag hî a vézô spoun̄tet, ha mézékéet, dré m’hô dôa lékéat hô géd war ann Étiopia, hag hô gloar war ann Éjipt.
6Hag ar ré a choumô enn énézen-zé a lavaro enn deiz-zé: Chétu éta pétrâ é oa hor géd, ar ré é péré é oa hor fisian̄s, évid hon dieûbi dirâk roué ann Assiried; ha pénaoz é hellimp-ni tec’hout? ———— XXI. PENNAD. Disman̄tr Babilon. Disman̄tr ann Étiopia.