Levr Izaia 2:12
Râk deiz Aotrou ann arméou a vézô war ann holl ré rôk, ha war ar ré valc’h, ha war ann holl ré zichek; hag hî a vézô vuéléet;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13Ha war ann holl wéz-sedr euz al Liban uc’hel hag éeun, ha war ann holl zerô eûz a Vasan:
Cross References
Job 40:11Hé gréfder a zô enn hé zigroazel, hag hé ners é bégel hé gôv.
Psalms 37:13Hôgen ann Aotrou a raiô goab anézhan̄; ô véza ma wél pénaoz é teûiô hé zeiz.
Proverbs 6:16C’houéac’h trâ zô hag a gasa ann Aotrou, hag eur seizved a argarz hé éné.
Isaiah 5:15Hag ann dûd holl a blégô, hag ar ré vrâz a vézo vuéléet, ha daoulagad ar ré rôk a vézô izéléet.
Isaiah 10:33Chétu ann trec’her, Aotrou ann arméou, a dorrô al léstrik enn hé frouden, hag ar ré uc’hel a gorf a vézô diskaret, hag ar ré vrâz a vézô vuéléet.
Isaiah 13:9Chétu deiz ann Aotrou a zeû, hag hén̄ krîz, ha leûn a frouden, a vuanégez hag a zrouk, évit lakaad didûd ann douar, ha brévi ar béc’herien a zô war-n-ézhan̄.