Levr Izaia 2:11
Daoulagad ann dén rôk a vézô vuéléet, hag uc’helded ar ré vrâz a vézô izéléet; ann Aotrou hép-kén a vézô uc’héléet enn deiz-zé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Kéa ébarz ar méan, ha kûz é toullou ann douar, a zirâk aoun ann Aotrou, ha gloar hé veûrded.
Cross References
Psalms 18:27Râg ar bobl vuel a zieûbi: ha daoulagad ar ré valc’h a vuéli.
Psalms 46:11Aotrou ann arméou a zô gan-é-omp. Doué Jakob eo hon digémer. ———— XLVI. PSALM. Évid ann divez, évit mipien Koré, Psalm.
Proverbs 16:5Pép dén rôk a zô argarzuz d’ann Aotrou; ha pa en défé hé zaouarn ann eil enn égilé, na vé két dinam. Dérou ann hen̄t mâd eo ôber ar reizded; hétusoc’h eo da Zoué égét laza hostivou.
Isaiah 4:1Enn deiz-zé seiz grég a gémérô eunn ozac’h, hag a lavaro: Hor bara a zebrimp, hag hon diḻad a wiskimp; ra vézô galvet hép-kén da hanô war-n-omp, hag hon dieûb eûz ann dismégan̄s.
Isaiah 5:16Hag Aotrou ann arméou a vézô gorréet enn hé varn, hag ann Doué san̄tel a vézô san̄télet enn hé reizded.
Isaiah 11:10Enn deiz-zé grisien Jessé a vézô da arouéz d’ar boblou; ar brôadou a bédô anézhan̄, hag hé véz a vézô meûleûduz: