Levr Izaia 2
1Ar gér a wélaz Isaias, mâb Amos, diwar-benn Juda ha Jéruzalem.
2Enn deisiou divéza, ménez tî ann Aotrou a vézô aozet war lein ar ménésiou, hag é savô dreist ar c’hrec’hiennou, hag ann holl vrôadou a buḻô étrézég enn-han̄.
3Ha kalz a boblou a iélô, hag a lavarô: Deûit, ha piñomp war vénez ann Aotrou, ha da dî Doué Jakob; hag hén̄ a zeskô d’é-omp hé hen̄chou, hag é valéimp enn hé raven̄chou; râg al lézen a zeûi er-méaz eûz a Zion, ha gér ann Aotrou eûz a Jéruzalem.
4Hag hén̄ a varnô ar vrôadou, hag a damallô meûr a bobl; hag hî a c’hôféliô souc’hiou gan̄d hô c’hlézéier, ha filc’hier gan̄d hô gwafiou: eur vrôad na zavô két hé c’hlézé oud eur vrôad all, n’en em zeskin̄t mui d’ar stourm.
5Tî Jakob, deûit, ha baléomp é goulou ann Aotrou.
6Râk distôlet éc’h eûz da bobl, tî Jakob; ô véza ma in̄t leûn ével gwéchall, ha ma hô deûz bét diouganerien ével ar Filistined, ha ma in̄t en em éréet out bugalé a-ziavéaz.
7Hô douar a zô leûn a arc’han̄t hag a aour, hag hô zen̄zoriou a zô diven̄t:
8Hô douar a zô leûn a gézek, hag hô c’hirri a zô diniver, hag hô douar a zô leûn a idolou. Azeûlet hô deûz labour hô daouarn, ar péz hô dôa gréat gan̄d hô biziad hô-unan.
9Hag ann dén en deûz stouet, hag ar brasa dén a zô en em vuéléet; na zistol két éta d’ézhô.
10Kéa ébarz ar méan, ha kûz é toullou ann douar, a zirâk aoun ann Aotrou, ha gloar hé veûrded.
11Daoulagad ann dén rôk a vézô vuéléet, hag uc’helded ar ré vrâz a vézô izéléet; ann Aotrou hép-kén a vézô uc’héléet enn deiz-zé.
12Râk deiz Aotrou ann arméou a vézô war ann holl ré rôk, ha war ar ré valc’h, ha war ann holl ré zichek; hag hî a vézô vuéléet;
13Ha war ann holl wéz-sedr euz al Liban uc’hel hag éeun, ha war ann holl zerô eûz a Vasan:
14Ha war ann holl vénésiou uc’hel, ha war ann holl grec’hiennou sounn:
15Ha war ann holl douriou uc’hel, ha war ann holl vuriou kré:
16Ha war ann holl listri eûz a Darsis, ha war gémen̄t a zô kaer da wélout.
17Hag uc’helded ann dén a vézô izéléet, ha balc’hder ar ré vrâz a vézô vuéléet, hag ann Aotrou hép-kén a vézô uc’héléet enn deiz-zé.
18Hag ann holl idolou a vézô brévet.
19Hag hî a iélô é kéviou ar rec’hier, hag é toullou ann douar, a zirâg aoun ann Aotrou, ha gloar hé veûrded, pa zavô évit skei war ann douar.
20Enn deiz-zé ann dén a zistolô hé idolou arc’han̄t, hé skeudennou aour, ar gôzed hag al lôgôd-dall, hô dôa gréat évid hô azeûli.
21Hag hén̄ a iélô é faoutou ar vein, hag é kéviou ar rec’hier, a zirâg aoun ann Aotrou, ha gloar hé veûrded, pa zavô évit skei war ann douar.
22Éhanit éta ouc’h ann dén-zé, péhini en deuz hé halan enn hé zifron, râg Uc’hel-meûrbéd eo war a grédeur. ———— III. PENNAD. Ann Aotrou a damall rogen̄tez ha fougé merc’hed Sion.