Levr Izaia 20:2
Eur wélédigez galet a zô diskleriet din: néb a oa disléal, a zô disléal bépréd; néb a oa gwaster, a zô gwaster bépréd. Piñ, Élam; grounn, Médiad; lékéat em eûz da c’hana hé holl geinvanou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 5:15Ha Jozué en em daolaz war hé c’henou d’ann douar. Hag oc’h hé azeûli, é lavaraz: Pétrâ a fell d’ann Aotrou da lavarout d’hé zervicher?
2 Samuel 6:20Neûzé David a zistrôaz évit binnisien hé dî: ha Michol, merc’h Saül, ô véza deûet da ziambrouga David, a lavaraz d’ézhan̄: Pébez gloar a zô bét hiriô évit roué Israel, oc’h en em zizôlei dirâk mitisien hé zervicherien, hag oc’h en em ziskouéza enn noaz ével eur farvel!
Job 1:20Neûzé é savaz Job, hag é rogaz hé ziḻad, ha goudé béza touzet hé benn, en em daolaz d’ann douar, hag éc’h azeûlaz,
Jeremiah 13:1Gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias diwar-benn ar zec’hor.
Ezekiel 4:5Rôet em eûz éta d’id bloasiou hô fallagriézou, a-zoug dék deiz ha naon̄tek-ugen̄t: hag é tougi fallagriézou tî Israel.
Ezekiel 24:23Kurunennou hô pezô war hô pennou, ha boutou oud hô treid; na geinvanot két ha na wélot két; hôgen dizéc’ha a réot enn hô fallagriézou; ha pép-hini ac’hanoc’h a geinô diwar benn hé vreûr.