The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 20

1Béac’h distrô ar môr. Ével ma teû kourven̄tennou gan̄d avel ar c’hrésteiz, ével-sé é teû eûz ann distrô, eûz a eur vrô heûzuz.

2Eur wélédigez galet a zô diskleriet din: néb a oa disléal, a zô disléal bépréd; néb a oa gwaster, a zô gwaster bépréd. Piñ, Élam; grounn, Médiad; lékéat em eûz da c’hana hé holl geinvanou.

3Râk-sé va bouzellou a zô leûn a c’hlac’har; diroget eo va dargreiz ével hini eur c’hrég é gwilioud; pa glevann ounn spoun̄tet, pa wélann ounn strafiḻet.

4Fatet eo va c’haloun, va spéred a zô gôlôet a dévalien: Babilon va muia-karet a zô deûet da spoun̄t d’in.

5Laka ann daol; arvest euz ar wéré ar ré a zebr hag a év; savit, prin̄sed, kémérit hô tirennou.

6Râk chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d'in: Kéa, ha laka eur géder, péhini a lavarô kémen̄d ha ma wélô.

7Hag hé-man̄ a wélaz eur c’harr rénet gan̄d daou zén, unan piñet war eunn azen, hag égilé war eur c’han̄val; hag hén̄ a lékéaz évez brâz oud ar péz a wélé.

8Neûzé é c’harmaz ével eul léon: War c’héd émounn évid ann Aotrou, hag é choumann em zâ héd ann deiz; war va diwall émounn, hag é choumann em zâ héd ann nôzvésiou.

9Hag unan eûz ann daou zén a réné ar c’harr a gomzaz, hag a lavaraz: Kouézet eo, kouézet eo Babilon, hag holl skeûdennou hé douéed a zô brévet oud ann douar.

10C’houi va dournérez, c’houi mipien va leûr, chétu é roann da anaout d’é-hoc’h ar péz em eûz klevet gan̄d Aotrou ann arméou, Doué Israel.

11Béac’h Duma. Béz’ é c’harmeur étrézég enn-oun eûz a Zeir: Géder, pétrâ éc’h eûz-té gwélet enn nôz-man̄? Géder, pétrâ éc’h eûz-té gwélet enn nôz-man̄?

12Hag ar géder a lavaraz: Deûet eo ar min̄tin hag ann nôz; mar klaskit, klaskit; distrôit, deûit.

13Béac’h war ann Arabia. Diouc’h ar pardaez é kouskot er c’hoat, é raven̄chou Dédanim.

14C’houi péré a choum é douar ar c’hrésteiz, digasid dour d’ar ré hô deuz séc’hed; digasit bara d’ar ré a dec’h.

15Râg hî a dec’h dirâg ar c’hlézéier, dirâg ar c’hlézé noaz, dirag ar warek steñet, dirâg ar stourm grisiaz:

16Râk chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d’in: Eur bloaz c’hoaz, ével bloaz eur gôpraer, ha gloar Sédar a vézô tennet diout-han̄.

17Hag ann dilerc’h eûz a warégerien Sédar a vihanai; râg ann Aotrou, Doué Israel, en deûz komzet. ———— XXII. PENNAD. Jéruzalem gronnet gan̄d ann Assiried.

← Levr Izaia 19Read In The App, Free →Levr Izaia 21 →

Study Levr Izaia 20

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566