Levr Izaia 21:13
Ha chétu en em rôot d’al lévénez ha d’ar cholori, é lazot leûéou, é lazot tourzed, é tebrot kîk, hag éc’h évot gwîn: Debromp, hag évomp, émé-c’houi; râk warc’hoaz é varvimp.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 1:32Hôgen ar vugalé en dôé Abraham eûz a Zétura, hé eil c’hreg a oé: Zamran, Jeksan, Madan, Madian, Jesbok, ha Sué. Hôgen mipien Jeksan: Saba ha Dadan. Hôgen mipien Dadan: Assurim, ha Latusim, ha Laomim.
Isaiah 13:20Didûd é choumo da-vikenn, ha na vézô két savet a-névez a-héd ar chan̄tvédou; ann Arabia na zavô két énô hé delt, hag ar véserien na éc’hoazin̄t két énô.
Jeremiah 25:24Dourn Ahikam, mâb Safan, a oé éta gan̄t Jérémias, évit na vijé két rôet étré daouarn ar bobl, évit beza lazet gan̄t-hô. ———— XXVII. PENNAD Ann Aotrou a c’hourc’hémenn da roué Juda, ha da galz rouéed all en em lakaad dindan galloud Nabukodonosor.
Jeremiah 49:28Aozid enn hé éneb-hi ar brôadou, rouéed ar Média, hé duged, hag hé holl bennou-brô, hag ann holl zouar dindân hé béli.
Ezekiel 27:20Dédan a werzé d’id pallennou-kézek.