The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 21

1Béac’h traon̄ien ar wélédigez. Pérâg é piñez-té ével-sé enn eur rumm brâz war ann tôennou?

2Kéar leûn a zafar, kéar leûn a dûd, kéar laouen; ar ré a zô bét lazet enn-od, n’in̄t két bét lazet gan̄d ar c’hlézé, n’in̄t két marô er brézel.

3Da holl brin̄sed a zô bét tec’het kévret; gan̄t krisder in̄t bét chadennet; ar ré holl a zô bét kavet, a zô bét éréet kévret, pétrâ-bennâg ma oan̄t tec’het pell.

4Râk-sé em eûz lavaret: Pellait diouz-in; mé a wélô gan̄t c’houervder; n’en em likit két é poan da zic’hlac’hari ac’hanoun diwar-benn disman̄tr merc’h va fobl.

5Râk chétu deiz al lazérez, ha deiz ar mac’hérez, ha deiz ann daérou, a gâs ann Aotrou, Doué ann arméou e traon̄ien ar wélédigez; hén̄ péhini a dreûz ar vûr, hag a ziskouéz hé c’hloar war ar ménez.

6Élam a gémer hé dron̄s, hag a aoz hé girri évid hé varc’heien; tenna a râ hé dirennou diouc’h ar vôger.

7Ha da wella draon̄iennou a vézô leûn a girri, hag ar varc’héien a ziazézô hô c’hamp oud da bors.

8Ha tôen Juda a vézô dizôlôet, hag enn deiz-zé é wéli skiber armou tî ar c’hoajou.

9C’houi a wélô odéou kéar David, ha pénaoz éz eûz kalz anézhô; ha c’houi a zastumô douréier al lenn izéla;

10Nivéri a réot tiez Jéruzalem, hag é tiskarot lôd eûz hé ziez évit krévaat hé mûr.

11Eur poull-dour a réot étré diou vôger é-tal al lenn kôz; ha na zavot két hô taoulâgad étrézég ann hini en deûz hé gréat, ha na zellot két a bell oud ann hini en deûz hé savet.

12Hag enn deiz-zé ann Aotrou, Doué ann arméou, hô kalvô d’ar gwélvan ha d’ar garm, da douza hô penn, ha d’en em c’houriza gan̄t séier- reûn:

13Ha chétu en em rôot d’al lévénez ha d’ar cholori, é lazot leûéou, é lazot tourzed, é tebrot kîk, hag éc’h évot gwîn: Debromp, hag évomp, émé-c’houi; râk warc’hoaz é varvimp.

14Hag Aotrou ann arméou a rôaz d’in da glevout ar geriou-man̄: Ar fallagriez-zé na vézô két distolet d’é-hoc’h, kén na varvot, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.

15Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué ann arméou: Kerz, kéa da gavout ann hini a choum enn tabernakl, Sobna préfed ann templ, hag é liviri d’ézhan̄:

16Pétrâ a réz-té aman̄, pé piou a zô gan-éz-té aman̄? Ma éc’h eûz toullet eur béz évid-od aman̄, ma éc’h euz toullet eur béz kaer enn eul léac’h uc’hel, eunn tabernakl d’id er méan.

17Chétu ann Aotrou a lakai da zizougen ac’hann, ével ma tizougeur eur c’hiḻek, kéméret é vézi gan̄t-han̄ ével ma kéméreur eur van̄tel.

18Da guruni a rai gan̄d eur gurunen a c’hlac’har; da deurel a rai ével eur bellen enn eur park lédan hag éc’hon; énô é varvi, hag énô é vézô karr da c’hloar, mézégez tî da Aotrou.

19Da gâs a rinn kuît eûz al léac’h é péhini émoud; da denna a rinn eûz da garg.

20Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé: Gervel a rinn va servicher Éliakim, mâb Helkias;

21Ha gan̄d da zaé é wiskinn anézhan̄, ha gan̄d da c’houriz é krévainn anézhan̄, hag enn hé zourn é likiinn da véli; hag hén̄ a vézô ével da dâd da dûd Jéruzalem, ha da dî Juda.

22Ha mé a lakai war hé skoaz alc’houéz ti David; hag hén̄ a zigorô, ha na vézô dén évit serra; serra a rai, ha na vézô dén évid digeri.

23Hé zan̄ka a rinn ével eur peûl enn eul léac’h stard, hag hén̄ a vézô eunn trôn a c’hloar évit tî hé dâd.

24Holl c’hloar tî hé dâd a vézô skourret out-han̄, listri a bép doaré, binviouigou a bép doaré, adaleg ar c’hôpou bété binviou ar c’hiniaded.

25Enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou, é vézô tennet ar peûl a oa bét san̄ket enn eul léac’h stard; hag hén̄ a vézô torret ha diskaret, ha kémen̄d a vézô skourret out-han̄ a iélô-da-nétra, râg ann Aotrou en deuz komzet. ———— XXIII. PENNAD. Disman̄tr Tir hag hé gwellaen.

← Levr Izaia 20Read In The App, Free →Levr Izaia 22 →

Study Levr Izaia 21

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566