Levr Izaia 21:12
Hag enn deiz-zé ann Aotrou, Doué ann arméou, hô kalvô d’ar gwélvan ha d’ar garm, da douza hô penn, ha d’en em c’houriza gan̄t séier- reûn:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 17:14Diouc’h ar pardaez é oan̄t saouzanet; diouc’h ar min̄tin na vézin̄t mui. Chétu lôd ar ré hô deûz hor gwastet, ha darvoud ar ré hô deûz hor preizet. ———— XVIII. PENNAD. Disman̄tr ann Étiopia. l. Gwâ ann douar a ra trouz gan̄d hé ziou-askel, a zô enn tû all da steriou ann Étiopia; 2 A gâs hé gannaded war ar môr, ha war listri broenn war ann douréier. Iit, élez skan̄v, étrézég eur vrôad direizet ha diroget; étrézeg eur bobl eûzuz, eûzuz dreist ar ré all; étrézég eur vroad a c’hortoz hag a zô mac’het, hag a zô skrapet hé douar gan̄d ar steriou. 3 Holl dûd ar béd, c’houi péré a choum war ann douar, pa vézô savet ann arouéz war ar ménésiou, c’houi hé gwélô, hag a glevô soun ar c’horn-boud: 4 Rak chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou din: Choum a rinn enn éhan, hag ec’h arvestinn eûz al léac’h é péhini émounn, ével eur c’houlaouen ker skléar hag ann héol da grésteiz hag ével eur goabren glîz é amzer ar médérez. 5 Râg abarz ar médérez é vleûñô bépréd, hag é kellidô héb éogi; hag hé skourrouigou a vézô trouc’het gan̄d ar falc’h; hag ar péz a vézô choumet, a vézô skéjet ha taolet pell. 6 Hag hî a vézô lézet da evned ar ménésiou, ha da loéned ann douar; hag ann evned a choumô war-n-ézhô a-héd ann han̄v, hag holl loéned ann douar a c’hoan̄vô war-n-ézhô. 7 Enn amzer-zé é vezô digaset eur rô da Aotrou ann arméou gan̄d eur bobl dirannet ha diroget; gan̄d eur bobl heûzuz dreist ar ré all; gan̄d eur vrôad a c’hédé, a c’hédé hag a oa mac’het; a zô bét dic’hlannet ar steriou war hé douar: el léac’h ma eo galvet hanô Aotrou ann arméou, war vénez Sion. ———— XIX. PENNAD. Ann Éjipt gourdrouzet ha dieûbet.
Jeremiah 42:19Mar gréomp sakrifisou da rouanez ann éñv, ha mar kennigomp gwéstlou d’ézhi; hag hép grâd hon ézec’h eo é réomp gwéstel évit-hi, éc’h azeûlomp anezhi, hag é kennigomp gwéstlou d’ézhi?
Ezekiel 7:5Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Eur c’hlac’har a zeû, chétu é teû eur c’hlac’har.
Ezekiel 7:12Deûet eo ann amzer, tôstaad a râ ann deiz; néb a brén, n’en em laouénaet két; ha néb a werz, n’en em c’hlac’haret két; râk savet eo ar vuanégez war hé holl bobl.
Ezekiel 18:30Râk-sé, tî Israel, mé a varnô pép-hini hervez hé hen̄chou, émé ann Aotrou Doué. Distrôit, ha grît pinijen eûz hoc’h holl fallagriézou; hag ar fallagriez na vézô két da goll d’é-hoc’h.