Levr Izaia 22:4
Az péz méz, ô Sidon; râg ar môr, ners ar môr en deûz lavaret: n’em eûz két en̄géhen̄tet, ha n’em eûz két ganet; n’em eûz két maget paotred-iaouan̄k, n’em eûz két savet plac’hed-iaouan̄k.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Pa vézô klevet kémen̄t-sé enn Éjipt diwar-benn Tîr, é vézô gwélvan.
Cross References
Ruth 1:20Hag hî a lavaraz d’ézhô: N’am hanvit két Noémi (da lavaroud eo, kaer) hôgen va hanvit Mara (da lavaroud eo, c’houérô), râg ann Holl-C’halloudek en deûz va c’harget a c’houervder.
Psalms 77:2É deiz va en̄krez em eûz klasket Doué, astennet em eûz va daouarn étrézég enn-han̄ a-zoug ann nôz; ha n’ounn két bét touellet. Va éné en deûz dinac’het pép dic’hlac’har.
Isaiah 33:7Ann douar krâz a drôi enn eul lenn, hag ann douar séac’h é feun̄teûniou dour. Er c’héviou é péré ken̄t é choumé ann aéred, é savô ar c’hors hag ar broen glâz.
Jeremiah 6:26Merc’h va fobl, gwisk ar zaé-reûn, hag en em c’hôlô a ludu: gwél gan̄t c’houervder, ével eur vamm a wél diwar-benn hé mâb penn-her; râg ar gwaster a gouézô enn-eunn-taol war-n-omp.
Jeremiah 9:1Sélaouit ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar hô penn, tî Israel.
Jeremiah 31:15Râg ével-benn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Perc’hennet é vézô c’hoaz tiez, ha parkou, ha gwiniennou enn douar-man̄.