Levr Yirmia 6:26
Merc’h va fobl, gwisk ar zaé-reûn, hag en em c’hôlô a ludu: gwél gan̄t c’houervder, ével eur vamm a wél diwar-benn hé mâb penn-her; râg ar gwaster a gouézô enn-eunn-taol war-n-omp.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
27Da rôet em eûz da arnod kré war va fobl; té hô anavézô, hag a arnodô hô hen̄chou.
Cross References
Job 15:21Trouz ar spoun̄t a zô bépréd enn hé skouarn; ha pa éma é péoc’h, en deûz aoun bépréd râg ar spiou.
Isaiah 22:4Az péz méz, ô Sidon; râg ar môr, ners ar môr en deûz lavaret: n’em eûz két en̄géhen̄tet, ha n’em eûz két ganet; n’em eûz két maget paotred-iaouan̄k, n’em eûz két savet plac’hed-iaouan̄k.
Isaiah 30:13Ann drein hag ann dréz a c’hôlôi parkou va fobl; ha pégement ouc’h-penn é c’hôlôin̄t-hi ann tiez a lévénez eûz ar géar dudiuz-zé?
Jeremiah 4:8Dré-zé likiit gourizou-reûn war hô trô, gwélit ha iouc’hit; râk buanégez froudennuz ann Aotrou né két distrôet diwar-n-omp.
Jeremiah 4:20Reûz war reûz a zô bét galvet, hag ann douar holl a zô bét gwastet: enn-eunn-taol eo bét diskaret va zeltou, hag hô c’hrec’hin.
Jeremiah 8:19Râk klévet eo bét eur vouéz a geinvan eûz a Zion: Pénaoz omp-ni bét disman̄tret, ha mézékéet enn doaré-zé? O véza ma hon eûz dilézet hon douar, ô véza ma eo bét diskaret hon tiez.