Levr Izaia 22
1Béac’h Tir. Iudit, listri ar môr; râk diskaret eo al léac’h a béhini é oan̄t boazet da zon̄t: eûz a zouar Kétim é teûiô hô disman̄tr.
2Tavit, c’houi péré a choum enn énézen: marc’hadourien Sidon a dreûzé ar môr évit leûnia da borsiou.
3Ann hadou a zeû da greski gan̄t douréier brâz ann Nîl, éd ar ster a oa da voéd d’ézhi; hag hî a zô deûet da varc’hallac’h ar brôadou.
4Az péz méz, ô Sidon; râg ar môr, ners ar môr en deûz lavaret: n’em eûz két en̄géhen̄tet, ha n’em eûz két ganet; n’em eûz két maget paotred-iaouan̄k, n’em eûz két savet plac’hed-iaouan̄k.
5Pa vézô klevet kémen̄t-sé enn Éjipt diwar-benn Tîr, é vézô gwélvan.
6Treûzit ar môriou; iudit, c’houi péré a choum enn énézen.
7Ha né két houn-nez ar géar-zé a veûlac’h kémen̄t, péhini a fougéé gan̄d hé hénan̄ded enn deisiou ken̄t? Hé zûd a zô éat war-droad pell-brâz er broiou a-ziavéaz.
8Piou en deûz mennet kémen̄t-sé a-énep Tîr péhini a zougé ar gurunen, péhini é doa prin̄sed da varc’hadourien, hag ar ré vrudéta eûz ann douar da werzerien?
9Aotrou ann arméou eo en deûz mennet kémen̄t-sé, évid diskara holl c’hloar ar ré rôk, hag évit vuélaat ar ré vrudéta eûz ann douar.
10Treûz da zouar ével eur ster, merc’h ar môr; n’eûz mui a c’houriz enn-drô d’id.
11Astennet en deûz ann Aotrou hé zourn war ar môr, ar rouan̄télésiou en deûz horellet; a-énep Kanaan en deûz rôet hé c’hourc’hémenn, évit ma vézô brévet hé ré gréva.
12Hag hén̄ en deûz lavaret: Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui; saô ha kéa dré vôr bété Kétim; ha na gavi két zôkén a éhan énô.
13Chétu douar ar C’haldéed; n’eûz két bét a bobl hén̄vel out-hô; ann Assiried eo hô deûz hé ziazézet; ar ré gréva anézhô a zô bét kaset é sklavérez; hô ziez a zô bét diskaret; gwastet holl in̄t bet.
14Iudit, listri ar môr, râg hô ners a zô kaset-da-nétra.
15Chétu pétra a vézô enn deiz-zé: É an̄kounac’h é vézi, ô Tîr, a-héd dék vloaz ha tri ugen̄t, ével deisiou eur roué; hôgen goudé dék vloaz ha tri-ugen̄t é teûiô Tîr ével eur c’hrek-fall hag a gân.
16Kémer eunn délen, trô-war-drô kéar, grek-fall lékéeat enn an̄kounac’h: kân kaer, kân aliez, évit ma vézô koun ac’hanod.
17Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô goudé dék vloaz ha tri-ugen̄t: Ann Aotrou a emwélô Tîr hag hé digasô d’hé c’hen̄ta gwerzidigez; hag hî en em wallô adarré gan̄d ann holl rouan̄télésiou a zô war ann douar.
18Hag hé gwerzou, hag hé gôprou a vézô gwéstlet d’ann Aotrou; na vézin̄t két lékéat a dû nâg enn eunn ten̄zor; hôgen béz’ é vézin̄t holl évid ar ré a choum dirâg ann Aotrou, évit ma tebrin̄t hô gwalc’h, ha ma vézin̄t gwisket bépréd. ———— XXIV. PENNAD. Droug a dlé kôuéza war ar Judéa.