Levr Izaia 23:2
Neûzé ar bélek a vézô ével ar bobl; ann aotrou ével ar mével; ann itroun ével ar vatez; ann hini a werz ével ann hini a brén; ann hini a gémer ével ann hini a rô war gampi; ann hini a dlé ével ann hini a c’houlenn ar péz a zô dléet d’ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Disman̄tret é vézô ann douar; preizet é vézô; râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.
Cross References
Psalms 46:10Bézit enn éhan, ha gwélit pénaoz eo mé Doué: huéléet é vézinn é-kreiz ar brôadou, huéléet é vézinn enn douar holl.
Isaiah 47:5Ha bréma é lavar ann Aotrou, péhini en deûz va doaréet adalek kôv va mamm da zervicher d’ézhan̄, évit ma tigasinn Jakob a-névez étrézég enn-han̄, ha pétrâ-bennâg n’en em unan két Israel gan̄t-han̄, mé a vézô meûlet dirâg ann Aotrou, ha va Doué a zeûi da véza va ners.
Ezekiel 27:8Tûd Sidon hag Arad a zô bét da roén̄vierien d’id; ha da dûd fûr, ô Tir, a zô deûet da lévierien d’id.
Habakkuk 2:20Hôgen ann Aotrou a zô enn hé dempl san̄tel: râ davô ann douar holl dira-z-han̄. ———— III. PENNAD Ar profed a-grén dirâk meûrdez ann Aotrou.