Levr Izaia 47:5
Ha bréma é lavar ann Aotrou, péhini en deûz va doaréet adalek kôv va mamm da zervicher d’ézhan̄, évit ma tigasinn Jakob a-névez étrézég enn-han̄, ha pétrâ-bennâg n’en em unan két Israel gan̄t-han̄, mé a vézô meûlet dirâg ann Aotrou, ha va Doué a zeûi da véza va ners.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 46:10Bézit enn éhan, ha gwélit pénaoz eo mé Doué: huéléet é vézinn é-kreiz ar brôadou, huéléet é vézinn enn douar holl.
Isaiah 13:19Hag ar Vabilon-zé ker brudet é-touez ar rouan̄télésiou, gloar vrâz ar C’haldéed, a vézô diskaret, ével ma tiskaraz ann Aotrou Sodom ha Gomorra.
Isaiah 14:23Ann heûreûchined a likiinn da choum enn-hi, é poullou dour é trôinn anézhi; hé skuba a rinn, hag é taolinn hé skubien er-méaz, émé Aotrou ann arméou.
Isaiah 47:7Ével-henn é lavar ann Aotrou, daspréner Israel, hag hé zen̄t, oud ann éné disprizet, out sklâv ann drec’herien: Ar rouéed a wélô, hag ar brin̄sed a zavô, hag hî a stouô enn abek d’ann Aotrou, péhini a zô bét féal, ha da zan̄t Israel, péhini en deûz da zilennet.
Jeremiah 25:10Pa glévaz prin̄sed Juda kémen̄t-sé, é piñchon̄t eûz a dî ar roué da dî ann Aotrou, hag éc’h azézchon̄t é-tâl porz névez tî ann Aotrou.