Levr Izaia 23
1Chétu ann Aotrou a lakai ann douar didûd, hé lakai enn noaz, a drôi hé zoaré, hag a skiñô ar ré a choum enn-han̄.
2Neûzé ar bélek a vézô ével ar bobl; ann aotrou ével ar mével; ann itroun ével ar vatez; ann hini a werz ével ann hini a brén; ann hini a gémer ével ann hini a rô war gampi; ann hini a dlé ével ann hini a c’houlenn ar péz a zô dléet d’ézhan̄.
3Disman̄tret é vézô ann douar; preizet é vézô; râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.
4Gwéla a râ ann douar, hag é teûz, hag é teû da fallaat; teûzi a râ ar béd, hag ar ré vrâz é-touez ar bobl a zeû da fallaat.
5Hag ann douar a zo saotret gan̄d ar ré a choum enn-han̄; râg hî hô deûz torret al lézennou, hô deûz trôet ar gwîr, hô deûz kaset-da-gét ar gévrédigez a dlié padout da-vikenn.
6Râk-sé ar valloz a loun̄kô ann douar, hag ar ré a choum enn-han̄ en em rôi d’ar péc’hed; dré-zé ar ré a labour anézhan̄ a vézô tûd diskian̄t, ha na choumô enn-han̄ német nébeûd a dûd.
7Ar ven̄dem a wél, ar winien a falla; hag ar ré holl a oa laouen a galoun a zô enn daérou.
8Éhanet eo lévénez ann taboulinou, na gleveur mui trouz ar cholori, tavet eo soun c’houék ann délen.
9Na évin̄t mui ar gwîn ô kana; ar braoued a zeûiô da véza c’houerô da néb a évô.
10Diskaret eo ar géar a fougé; hé holl diez a zô serret, ha na’z â dén enn-hô.
11Garm a vézô er ruou diwar-benn ar gwîn; ann holl lévénez a iélô ébiou; dudi ann douar a dréménô.
12Didûd é vézô kéar, hag hé dôriou a vézô diskaret.
13Hag ar péz a choumô a dûd é-kreiz ann dûd, é-kreiz ar boblou, a vézô ével al lôd bihan a olived a choum war ar gwéz pa in̄t bét héjet, hag ével ar rézin a gaveur goudé ma eo gréat ar ven̄dem.
14Ar ré-zé a zavô hô mouéz, hag a ganô meûleûdi, hag a c’harmô eûz a greiz ar môr, pa vézo énoret ann Aotrou.
15Râk-sé énorit ann Aotrou er gélénadurésiou; meûlit, é énézi ar môr, hanô ann Aotrou, Doué Israel.
16Eûz a benn ar béd hon eûz klévet meûleudiou, gloar ann dén reiz. Ha mé em eûz lavaret: Al lavar kuzet a zô évid-oun, al lavar-kuzet a zô évid-oun, gwâ mé; torret eo al lézen gan̄t-hô, gan̄d disléalded eo torret gan̄t-hô.
17Ar spoun̄t, ar poull hag al lindâg a zô évid-oud, té péhini a choum war ann douar.
18Chétu pétrâ a c’hoarvézô: Ann hini a vézô lékéat da déc’hout gan̄d ar spoun̄t, a gouézô er poull, hag ann hini a vézô en em dennet eûz ar poull, a vézô dalc’het el lindâg: râk lennou ann én̄v a vézô digoret, ha diazézou ann douar a vézô horellet.
19Gan̄t rogou é vézô roget ann douar, gan̄t torrou é vézô torret ann douar, gan̄d horellou é vézô horellet ann douar.
20Gan̄d héjou é vézô héjet ann douar ével eunn dén mézô; eûz hé léac’h é vézô tennet ével eunn telt a oa bét savet évid ann nôz; hé fallagriez a vec’hiô war-n-ézhan̄; kouéza a rai, ha na zavô mui.
21Chétu pétra a c’hoarvézô: Enn deiz-zé éc’h enwélô ann Aotrou ann arméou diwar-laez a zô enn én̄vou, ha rouanez ar béd a zô war ann douar.
22Hag hî a vézô strollet enn eur strollad ével eunn horden er poull; hag é vézin̄t dalc’het énô er vâc’h: ha goudé kalz a zeisiou é vézin̄t enwélet.
23Neûzé al loar a rusiô, hag ann héol a dévalai, pa rénô Aotrou ann arméou war vénez Sion, hag é Jéruzalem, ha p’en dévézô diskouézet hé c’hloar dirâg hé hénaoured. ———— XXV. PENNAD. Ar Profed a veûl Doué eûz hé varnédigézou.