Levr Izaia 26:11
Hô éd a zizéc’hô hag a vézô mac’het dindân ann treid; merc’hed a zeui, hag a zeskô anézhé; rag ar bobl-zé né két fûr; ha dré-zé ann hini en deûz hé c’hréat, n’en dévézô két a druez out-han̄, hag ann hini en deûz hé zoaréet, na drugarézô két anézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 6:9Ha Samuel a géméraz eunn oan-léaz, hag a gennigaz anézhan̄ krenn d’ann Aotrou: ha Samuel a c’harmaz oud aon Aotrou évid Israel, hag ann Aotrou a zélaouaz out-han̄.
Psalms 10:12Sâv, Aotrou Doué, sâv huel da zourn: na an̄kounac’ha két ar béorien.
Psalms 28:5O véza n’hô deûz két poellet ôberiou ann Aotrou, ôberiou hé zaouarn, té hô c’hasô-da-gét, ha na savi mui anézhô.
Isaiah 5:24Râk-sé ével ma krôg ann tân ér c’hôlô, ha ma eo dévet gan̄d ar flamm béô, ével-sé é vézô dévet hô grisien, hag hô gwenn a biñô évél pôultr; ô véza ma hô deûz disprizet lézen Aotrou ann arméou, ha ma hô deûz drouk-komzét gan̄t gér san̄t Israel.
Isaiah 11:13Hérez Éfraim a vézô kaset-da-nétra, hag énébourien Juda a vézô dispennet; Éfraim na hérézô mui out Juda, ha Juda na stourmô mui oud Éfraim.