Levr Izaia 27:12
Hag é vézô rôet al levr da eunn dén ha na oar két lenna; hag é vézô lavaret dézhan̄: Lenn; hag hén̄ a lavarô: Na ouzonn két lenna.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 15:4Hag ô tréménout ac’hanô béteg Arsémona, hag ô ton̄t da froud ann Éjipt, hé benn pella a skô war ar môr brâz. Énô éma hé harzou war-zû douar ar c’hrésteiz.
Nehemiah 1:9Ha mar tistrôit étrézég enn-oun, ha mar mirit va c’hélennou, ha mar sévénit anézhô, ha pa vec’h bét kaset bété penn ar béd, mé hô strollô ac’hanô, hag hô tigasô d’al léac’h em eûz dilennet évit ma choumché énô va hanô.
Psalms 72:8Dira-z-han̄ é stouô ann Étiopied; hag hé énébourien a lipô ann douar.
Isaiah 17:6Ar péz a choumô anézhan̄ a vézô ével eur bôd rézin enn eur winien, hag ével pa gutulieur ann olived, é choum daou pé drî é penn eur skourr, pé pévar pé bemp é penn ar wézen, émé ann Aotrou, Doué Israel.
Isaiah 56:8Neûzé da c’houlou a darzô ével goulou-deiz, hag é teûi buan da véza iac’h; da reizded a gerzô enn da raok, ha gloar ann Aotrou az dilennô.