The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 27

1Gwâ Ariel, Ariel, ar géar out péhini é stourmaz David. Likiid eur bloaz war eur bloaz, hag hé lidou a wézô tréménet.

2Mé a c’hrounnô Ariel, hag hî a vézô trist ha glac’haret; hag hî a vézô évid-oun ével ann aoter Ariel.

3Eur c’helc’h a rinn enn-drô d’id; kréou a zavinn a-énep d’id; saviou-douar a rinn évit stourmi ouz-id.

4Vuéléet é vézi; ével eûz a zindân ann douar é komzi, ha da lavar a zeûi ével eûz ar poultr; da vouéz ô ton̄d eûz ann douar a vézô hén̄vel oud hini eur strôbineller, ha da lavar ô ton̄d eûz ar poultr na vézô néméd eur soroc’h.

5Hag ann niver eûz ar ré a skiñô ac’hanod, a vézô ével poultr munud; hag al lôd brâz eûz ar ré a aotrouniô ac’hanod, a vézô ével ar plouz a ia ébiou; ha kémen̄t-sé a c’hoarvézô war-eunn-taol.

6Gan̄d Aotrou ann arméou é vézô emwélet é-kreiz ar c’hurunou, ar grénou-douar, trouz brâz ar c’hourven̄tennou hag ann arnéou, ha flammou eunn tan gwastuz.

7Al lôd brâz a boblou péré a vézô savet oud Ariel, péré hô dévézô brézélékéet out-hi, hô dévézô hé grounnet, hag hô dévézô hé zrec’het, a vézô ével eunn huvré hag eur wélédigez-nôz.

8Hag ével eunn dén naounék oc’h huvréa pénaoz é tebr; hôgen pa eo dihunet, eo goullô hé éné; hag ével eunn dén sec’hedik oc’h huvréa pénaoz éc’h év; hôgen pa eo dihunet, eo c’hoaz skuîz ha sec’hedik, ha goullô hé éné; ével-sé é vézô al lôd brâz a boblou péré hô dévézô brézélékéet out ménez Sion.

9Bézit saouzanet ha souézet, luskellit hag horellit; bézit mezô, ha nann gan̄d ar gwîn; horellit, ha nann gan̄d ar vézven̄ti.

10Râg ann Aotrou a skuḻô war-n-hoc’h eur spéred a vôréd; serra a rai hô taoulagad: gôlei a rai hô proféded hag hô prin̄sed, péré a wél gwélédigésiou.

11Hag ann holl wélédigésiou a vézô d’é-hoc’h ével geriou eul levr siellet, a vézô rôet da eunn dén a oar lenna, ô lavarout: Lenn-hén̄; hag hén̄ a lavarô: N’hellann két, râk siellet eo.

12Hag é vézô rôet al levr da eunn dén ha na oar két lenna; hag é vézô lavaret dézhan̄: Lenn; hag hén̄ a lavarô: Na ouzonn két lenna.

13Râk-sé ann Aotrou en deûz lavaret: O véza ma tôsta ar bobl-zé ouz-in a c’henou, ma énor ac’hanoun gan̄d hé vuzellou, hôgen ma éma hé galoun pell diouz-in, ha ma toujon̄t ac’hanoun gan̄t lézennou ha gourc’hémennou ann dûd:

14Râk-sé é rinn c’hoaz é-kén̄ver ar bobl-zé eunn dra souézuz, eur burzud brâz hag estlammuz; furnez ar ré fûr a vézô kollet, ha poell ar ré boellek a vézô kuzet.

15Gwâ c’houi péré en em denn é dounder hô kalounou, évit kuza da Zoué ho ménésiou; c’houi péré a râ hoc’h ôberiou enn amc’houlou, hag a lavar: Piou hor gwél, ha piou hon anavez?

16Fallagr eo ar ménoz-zé d’é-hoc’h. Ével ma teûjé ar prî da zével oud ar pôder, ha ma lavarché al labour d’ann hini en deûz hé labouret: N’éc’h euz két va gréat; ha ma lavarché al léstr d’ann hini en deûz hé zoaréet: N’éc’h eûz kéd a boell.

17Ha na vézô két trôet abarz némeûr al Liban enn eur gompézen, hag ar gompezen enn eur c’hoat?

18Enn deiz-zé ar ré vouzar a glevô geriou al levr-man̄, ha daoulagad ar ré zall a wélô é-kreiz ann amc’houlou hag ann dévalien.

19Ar ré gûn̄ en em laouénai mui-oc’h-vui enn Aotrou, hag ar ré baour a dridô é san̄t Israel:

20O véza ma eo bét dispennet ann hini a waské war-n-ézhô, ma eo bét kaset-da-nétra ar goapaer, ha ma eo bét skéjet ar ré holl peré a véḻé évid ôber fallagreiz:

21Ar ré a lékéa ann dûd da béc’hi gan̄d hô geriou, a aozé spiou d’ar ré a damallé anézhô é-tâl ar porz, hag a belléé enn aner diouc’h ar ré reiz.

22Râk-sé ann Aotrou, péhini en deuz dasprénet Abraham, a lavar da dî Jakob: Na vézô mui mézékéet Jakob, hag hé zremm na rusiô mui:

23Hôgen pa wélô hé vugalé, labour va daouarn, ô veûli va hanô enn hé greiz, é veûlô ivé san̄t Jakob, hag éc’h énorô Doué Israel:

24Hag ar ré a oa faziet hô spéred a vézô skleréet, hag ar grôzerien a zeskô al lézen. ———— XXX. PENNAD. Dispennadur énébourien Juda.

← Levr Izaia 26Read In The App, Free →Levr Izaia 28 →

Study Levr Izaia 27

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566