Levr Izaia 27:13
Râk-sé ann Aotrou en deûz lavaret: O véza ma tôsta ar bobl-zé ouz-in a c’henou, ma énor ac’hanoun gan̄d hé vuzellou, hôgen ma éma hé galoun pell diouz-in, ha ma toujon̄t ac’hanoun gan̄t lézennou ha gourc’hémennou ann dûd:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 10:2Grâ évid-od diou drompiḻ arc’han̄t gréat gan̄d ar morzol, gan̄t péré é helli dastumi ann holl bobl pa vézô réd sével ar c’hamp.
1 Chronicles 15:24Hôgen Sébénias, ha Josafat, ha Natanael, hag Amasai, ha Zakarias, ha Banaias, hag Éliézer, ar véleien, a zoné gan̄t kornou é-raok arc’h Doué; hag Obédédom, ha Jéhias a oa porsierien ann arc’h.
Psalms 81:3Sonit gan̄d ar c’horn-boud enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, enn deiz brudet-brâz eûz hô lîd.
Isaiah 2:3Ha kalz a boblou a iélô, hag a lavarô: Deûit, ha piñomp war vénez ann Aotrou, ha da dî Doué Jakob; hag hén̄ a zeskô d’é-omp hé hen̄chou, hag é valéimp enn hé raven̄chou; râg al lézen a zeûi er-méaz eûz a Zion, ha gér ann Aotrou eûz a Jéruzalem.
Isaiah 11:11Chétu pétra a c’hôarvézô enn deiz-zé: Ann Aotrou a astennô c’hoaz hé zourn évit kaout ar ré e û z hé bobl, a vézô bét choumet war-lerc’h ann Assiried, hag ann Éjipt, ha Fétros, hag ann Étiopia, hag Elam, ha Sennaar, hag Émat, hag énézi ar môr.
Isaiah 11:16Hag eunn hen̄t a vézô enn-hi évit ar re eûz va fobl a vézô tec’het diouc’h ann Assiried, ével ma oé kavet évid Israel, enn deiz é péhini é piñaz eûz a zouar ann Éjipt. ———— XII. PENNAD. Kanaouen a drugarez évid ann dieûb eûz a Israel hag eûz a Juda.