Levr Izaia 9:18
Râg ar fallagriez é deûz losket ével tân, hag hî a zévô ann dréz hag ann drein: en em en̄tana a rai e-kreiz eur c’hoad stan̄k, hag é savô ouc’h kréac’h ével korven̄tennou môged.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 11:1Koulskoudé é savaz krôz é-touez ar bobl a-éneb ann Aotrou, ô véza (T) ma klemmchen̄t eûz hô skuizder. Ha pa glevaz ann Aotrou kémen̄t-sé, éz éaz drouk enn-han̄. (T). Hag eunn tan kaset gan̄d ann Aotrou a grogaz enn hô zouez hag a zevaz béven ar champ.
Psalms 37:20Râg ar béc’herien a vézô kollet; hag a véac’h ma vézô bét énoret ha gorréet énébourien ann Aotrou, ma vézin̄t diskaret, ha ma tiaézin̄t ével môged.
Isaiah 1:31Hô nerz a vézô ével stoup séac’h, hag hô labour ével eunn elven dân: kregi a rai ann tân enn-hô enn eunn taol, ha na vézô dén évid hé vouga. ———— II. PENNAD. Distôlet é vézô tî Jakob.
Isaiah 5:24Râk-sé ével ma krôg ann tân ér c’hôlô, ha ma eo dévet gan̄d ar flamm béô, ével-sé é vézô dévet hô grisien, hag hô gwenn a biñô évél pôultr; ô véza ma hô deûz disprizet lézen Aotrou ann arméou, ha ma hô deûz drouk-komzét gan̄t gér san̄t Israel.
Isaiah 27:4Vuéléet é vézi; ével eûz a zindân ann douar é komzi, ha da lavar a zeûi ével eûz ar poultr; da vouéz ô ton̄d eûz ann douar a vézô hén̄vel oud hini eur strôbineller, ha da lavar ô ton̄d eûz ar poultr na vézô néméd eur soroc’h.