Levr Izaia 28:1
Gwâ c’houi, bugalé argiluz, émé ann Aotrou, péré a râ ratosiou hép-z-oun; péré a aoz steûennou, ha né két dré va spéred; péré a laka péc’hed war béc’hed:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 5:11Gwâ c’houi, péré a zâv diouc’h ar min̄tin évid en em rei d’ar vézven̄ti, hag évid éva bétég ar pardaez, kén na véz tommet d’é-hoc’h gan̄d ar gwîn.
Isaiah 7:8Hôgen Damas a vézô c’hoaz penn ar Siria, ha Rasin penn Damas: hag a-benn pemp ploaz ha tri-ugen̄t, Éfraim a éhanô da véza eur bobl.
Isaiah 8:4Rag abarz ma wézô ar bugel gervel hé dâd hag hé vamm, é vézô strapet galloud Damas, ha dibourc’hou Sâmari, é-raok roué ann Assiried.