Levr Izaia 29:4
Râk chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d’in: Ével pa iûd eul léon pé eul léonik oc’h en em deûrel war hé breiz, ha mar teû eul lôd brâz a vésérien d’hé ziarbenna, ha né két spoun̄tet oc’h hô c’hlevout, ha né két saouzanet oc’h hô gwélout; ével-sé é tiskennô Aotrou ann arméou évit stourmi war vénez Sion, ha war hé c’hrec’hien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 2:11Daoulagad ann dén rôk a vézô vuéléet, hag uc’helded ar ré vrâz a vézô izéléet; ann Aotrou hép-kén a vézô uc’héléet enn deiz-zé.
Isaiah 8:19Ha pa livirin̄t d’é-hoc’h: Én̄vorit ar gelc’hierien hag ann diouganerien, péré a zoroc’h enn hô strôbinellou: Eur bobl hag hén̄ na én̄vor két hé Zoué, évid ar ré véô d’ar ré varô?
Lamentations 1:9Hé hudurez a zô oud hé zreid, ha n’é deûz két bét a goun eûz hé divez; gwall zistéréet eo bét, ha dén n’en deûz hé dizoaniet. Arvest, Aotrou, va glac’har, râg uc’héléet eo ann énébour. IOD.