The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 29

1Gwâ ar ré a ziskenn enn Éjipt évit klaskout skoazel, a laka hô géd enn hô c’hézek, hag hô fisian̄s enn hô c’hirri, ô véza ma hô deûz kalz anézhô; hag enn hô marc’heien, ô véza ma in̄t kré-brâz; ha n’hô deûz két lékéat hô fisian̄s é san̄t Israel, ha n’hô deûz két en̄klasket ann Aotrou.

2Hôgen hén̄ péhini a zô fûr, en deûz digaset ann drouk, hag en deûz sévénet hé c’hér. Sével a rai out ti ar gwall dûd, hag out skoazel ar ré a ra fallagriez.

3Eunn dén eo ann Éjipt, ha né kéd eunn Doué: hé gézek a zô kîg, ha n’in̄t két spéred. Ann Aotrou a astennô hé zourn, hag ar skoazeller a vézô diskaret; hag ann hini a c’houlenné skoazel a gouézô gan̄t-han̄; hag hi holl kévret a vézô kaset-da-nétra.

4Râk chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d’in: Ével pa iûd eul léon pé eul léonik oc’h en em deûrel war hé breiz, ha mar teû eul lôd brâz a vésérien d’hé ziarbenna, ha né két spoun̄tet oc’h hô c’hlevout, ha né két saouzanet oc’h hô gwélout; ével-sé é tiskennô Aotrou ann arméou évit stourmi war vénez Sion, ha war hé c’hrec’hien.

5Ével al labous a nîch, ével-sé Aotrou ann arméou a warezô Jéruzalem; hé gwarézi a rai, hé dieûbi a rai; ébiou ez ai, hag é vézô da Zalver d’ézhi.

6Distrôit ouc’h Doué, bugalé Israel, a greiz hô kaloun, ével ma oac’h pelléet diout-han̄.

7Râk-sé en deiz-zé, pép-hini ac’hanoc’h a zistolô hé idolou arc’han̄t, hag hé idolou aour, hoc’h eûz gréat gan̄d hô taouarn évit pec’hi.

8Hag Assur a gouézô dindân ar c’hlézé, nann klézé eunn dén; eur c’hlézé a loun̄kô anézhan̄, ha na vézô két klézé eunn dén; tec’hout a rai, ha na vézô két dirâg ar c’hlézé; hag hé dûd-iaouan̄k a baéô gwiriou.

9Hé holl ners a iélô ébiou gan̄d hé spoun̄t; hag hé brin̄sed a dec’hô gan̄d hô saouzan. Ével-sé é lavar ann Aotrou, péhini en deûz hé dân é Sion, hag hé fourn é Jéruzalem. ———— XXXII. PENNAD. Gwastadur ar Judéa. Hé gwellaen.

← Levr Izaia 28Read In The App, Free →Levr Izaia 30 →

Study Levr Izaia 29

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566