Levr Izaia 3
1Râk chétu ann trec’her, Aotrou ann arméou a denn eûz a Jéruzalem hag eûz a Juda, ar galoun hag ann nerz, holl vagadur ar bara, hag holl vagadur ann dour;
2Ann dén kalounek, hag ann dén a vrézel, ar barner, hag ar profed hag ann diouganer, hag ann den kôz;
3Ar prin̄s war han̄ter-kan̄t, hag ann dén eûz a eunn dremm-énoruz, hag ar c’huzulier, hag ar méchérour ar gwiziéka, hag ar prézéger ann hélavara.
4Bugalé a rôinn d’ézhô da brin̄sed, ha tûd laosk a aotrouniô anézhô.
5Hag ar bobl en em zispac’hô; hag ann dén a zavô a-énep ann dén, hag ar miñoun a-énep hé viñoun; ar bugel a zavô a-énep ann dén kôz, hag ann dén displéd a-énep ann dén nobl.
6Pép-hini a gémérô hé vreûr ganet é-tî hé dâd, ô lavarout: Diḻad éc’h eûz, béz da brin̄s d’é-omp; dindân da zourn éma ann disman̄tr-zé.
7Hag hén̄ a respoun̄tô enn deiz-zé, ô lavarout: N’ounn kéd eul louzaouer; hag em zî-mé n’eûz na bara na diḻad; n’am likiit kéd da brin̄s war ar bobl.
8Râk daré eo Jéruzalem da gouéza, ha Juda da véza diskaret: râg hô zéôd hag hô ôberiou a zô savet a-éneb ann Aotrou, évid héga daoulagad hé veûrded.
9Doaré hô dremm a rô testéni enn hô énep; hag hî hô deûz embannet hô féc’hed ével Sodom, ha n’hô deuz két hé guzet. Gwâ hô éné, râk distolet eo d’ézhô hô drouk.
10Livirit d’ann dén reiz gédal ar mâd, ô véza ma kutuḻô frouez hé ôberiou.
11Gwâ ann dén fallagr enn hé wall; râg gôbr hé zaouarn a zeûi d’ézhan̄.
12Va fobl a zô bét dibourc’het gan̄d hé breizerien, hag ar gragez hô deuz hé aotrouniet: Va fobl, ar ré a lavar ez oud gwenvidik, az touell, hag a dorr hen̄t da gamméjou.
13Ann Aotrou a zô savet évit barna; saved eo évit barna ar boblou.
14Ann Aotrou a varnô da gen̄ta hénaoured ha prin̄sed hé bobl; râk c’houi hoc’h eûz débret ar winien, ha dibourc’h ar paour a zô enn hô tî.
15Pérâg é mac’hit-hu va fobl, hag é vlon̄sit-hu penn ar béorien, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.
16Hag ann Aotrou en deuz lavaret: O veza ma eo savet merc’hed Sion, ma hô deûz baléet ho gouzoug astennet, oc’h ôber arouésiou gan̄d hô daoulagad, ha gan̄d hô daouarn, ô valéa gan̄d évez, hag ô kerzout gan̄t rôgoni:
17Ann Aotrou a lakai moal pennou merc’hed Sion, hag a lakai hô bléô da gouéza.
18Enn deiz-zé ann Aotrou a lamô digan̄t-hô hô boutou kaer, hag hô han̄ter loariou,
19Hô c’helc’hennou, hô rouédou-perlez, hô lagadennou-bréac’h, hag hô c’hoéfou,
20Hô liamennou-bléô, hô éréou-lérou, hô chadennou aour, hô boéstou louzou, hag hô lagadennou skouarn,
21Hô bizou, hag ar vein-talvouduz a gouéz diwar hô zâl,
22Hô saéou kaer, hô skerbou, hô liénach kaer, hag hô broudou,
23Hô mellézourou, hô hivizou kaer, hô talédou, hag hô saéou skan̄v.
24Hag é léac’h c’houés-vâd hô dévézô fléar, é léac’h gouriz hô dévézô eur gorden, é léac’h bléô rodellet eur penn moal, hag é léac’h eur chorfkenn eur zaé-reûn.
25Ar oazed ar ré gaéra a gouézô dindan ar c’hlézé, hag ar ré gréva anézhô, er stourm.
26Dôriou Sion a vézô er c’han̄v hag enn daérou, hag hî a azézô war ann douar disman̄tret. ———— IV. PENNAD. Gwenn ann Aotrou a vézô énoret.