Levr Sefania 2:3
Klaskit ann Aotrou, c’houi holl péré a zô kûn̄ war ann douar, péré hoc’h eûz gréat hé varn: klaskit ar reizded, klaskit ar gun̄vélez: évit ma hellot en em guza é deiz frouden ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 12:22Hag hén̄ a lavaraz: Iunet ha gwélet em eûz évid ar bugel en̄dra ma oa béô; râk mé a lavaré: Piou a oar ma n’her rôi két ann Aotrou d’in, ha ma na vévô két ar bugel?
Psalms 22:26Ar béorien a zebrô, hag hi hô dévézô hô gwalc’h; hag ar ré a glaskô ann Aotrou a veûlô anézhan̄; hô c’halonou a vévô é amzer ann amzeriou.
Psalms 31:20Hô c’huza a ri el léac’h kuzéta eûz da zremm râk drougiez ann dûd. Hô gwarézi a rî enn da dabernakl oud énébiez ann téôdou.
Psalms 57:1Az péz truez ouz-in, ô Doué, az péz truez ouz-in: râk va éné en deûz lékéat hé fisian̄s enn-od. Hag é likiinn va géd é skeûd da ziou-askel, kén na vézô éat ar fallagriez ébiou.
Psalms 91:1Néb a choum é skoazel ann Uc’hel-meûrbéd, a arzavô dindan skoazel Doué ann én̄v.