Levr Izaia 3:24
Hag é léac’h c’houés-vâd hô dévézô fléar, é léac’h gouriz hô dévézô eur gorden, é léac’h bléô rodellet eur penn moal, hag é léac’h eur chorfkenn eur zaé-reûn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
23Hô mellézourou, hô hivizou kaer, hô talédou, hag hô saéou skan̄v.
25Ar oazed ar ré gaéra a gouézô dindan ar c’hlézé, hag ar ré gréva anézhô, er stourm.
Cross References
Esther 2:12Hôgen pa oé deûet ann amzer da bép-hini eûz ar plac’hed-iaouan̄k da von̄d da gaout ar roué pép-hini d’hé reiz, goudé béza gréat pép-trâ évid en em c’hlana, a-héd daouzék miz; oc’h en em larda a-héd c’houec’h miz gan̄d éôl mirr, hag a-héd ar c’houec’h miz all gan̄t tretou ha louzou-c’houés-vâd:
Proverbs 7:17Sparfet em eûz va gwélé gan̄t mirr, aloez ha sinamom.
Isaiah 4:4Goudé ma en dévézô ann Aotrou glanet saotrou merc’hed Sion, ha gwalc’het ar goad a zô enn hé c’hreiz, gan̄d eur spéred a reizded, hag eur spéred a véôder.
Isaiah 15:3Er ruiou in̄t éat gan̄t séier da c’houriz; war ann tôennou ha war al leûriou kéar eo bét klévet hô iûd hag hô gwélvan.
Isaiah 32:9Hé froudou a drôi é pég, hag hé boultr é soufr; hag hé douar é pég leskédik.