Levr Izaia 15:3
Er ruiou in̄t éat gan̄t séier da c’houriz; war ann tôennou ha war al leûriou kéar eo bét klévet hô iûd hag hô gwélvan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 3:31Hôgen David a lavaraz da Joab ha d’ann holl bobl a oa gan̄t-han̄: Rogit hô tiḻad, ha gôloit hô penn gant séier ha lén̄vit é-raog kaon̄ Abner: hag ar roué David a iéa war-lerc’h ann arched.
Isaiah 15:2Ti ar roué ha Dibon a zô piñet d’al lec’hiou uc’hel évit gwéla diwar-benn Nabo ha Médaba; iudet é deûz Moab: en em zivlevet in̄t holl; touzet hô deûz holl hô barô.
Isaiah 22:4Az péz méz, ô Sidon; râg ar môr, ners ar môr en deûz lavaret: n’em eûz két en̄géhen̄tet, ha n’em eûz két ganet; n’em eûz két maget paotred-iaouan̄k, n’em eûz két savet plac’hed-iaouan̄k.
Jeremiah 48:38Ar zec’hor a zeûi war hé douréier, hag hi a zizec’hô; ô véza ma eo eur vrô a idolou kizellet, ha ma lékéon̄t hô gloar é traou disneûz.
Jonah 3:6Ar c’helou-zé a zeûaz da roué Niniva; hag hen̄ a zavaz diouc’h hé drôn, hag a ziwiskaz hé zaé roué, hag a wiskaz eur zac’h, hag a azézaz war al ludu.