Levr Izaia 3:5
Hag ar bobl en em zispac’hô; hag ann dén a zavô a-énep ann dén, hag ar miñoun a-énep hé viñoun; ar bugel a zavô a-énep ann dén kôz, hag ann dén displéd a-énep ann dén nobl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Bugalé a rôinn d’ézhô da brin̄sed, ha tûd laosk a aotrouniô anézhô.
Cross References
2 Samuel 16:5Pa oé deûet ar roué David war harz Bahurim, chétu é teûaz er-méaz ac’hanô eunn dén eûz a géren̄tiez tî Saül, hanvet Séméi, mâb Géra, péhini ô von̄d enn hé raok, a villigé anézhan̄.
Job 30:1Hôgen brema ar ré iaouan̄koc’h égéd-oun a ra goab ac’hanoun, hî a béré na vijé két prizet d’in lakaad ann tadou gan̄t chas va zropel:
Isaiah 1:4Gwâ ar vrôad péc’her, ar bobl karget a fallagriez, ar wenn zrouk, ar vugalé fall: dilézet ho deûz ann Aotrou, drouk-komzet hô deûz gan̄t san̄t Israel, distrôet in̄t war hô c’hîz.
Isaiah 9:19Ann douar a vézô strafiḻet gan̄t buanégez Aotrou ann arméou; ar bobl a zeûi ével boéd ann tan; ann dén na espernô két hé vreur.
Isaiah 19:2Enn amzer-zé ann Aotrou a gomzaz oud Isaias, mab Amos, ô lavarout: Kéa, ha tenn ar zâc’h diwar da zargreiz, ha diwisk da voutou eûz da dreid. Hag hén̄ a réaz ével-sé, hag a iéaz noaz ha divoutou.
Jeremiah 22:17Hî a lavar d’ar ré a wall-gomz ac’hanoun: Ann Aotrou en deûz lavaret: Ar péoc’h hô pézô; ha d’ar ré holl péré a valé é direizted hô c’haloun hô-unan, hô deûz lavaret; Na c’hoarvézô két a zroug gan-é-hoc’h