Levr Izaia 30:13
Ann drein hag ann dréz a c’hôlôi parkou va fobl; ha pégement ouc’h-penn é c’hôlôin̄t-hi ann tiez a lévénez eûz ar géar dudiuz-zé?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12En em c’hlac’harit war hoc’h askré, war hô touar strujuz, war hô kwiniennou frouézuz.
Cross References
Psalms 62:3Bété pégeit en em daolot-hu war eunn dén, hag en em lékéot holl évid hé laza, ével oud eur vôger kostézet, pé oud eur gôz vur horellet?
Psalms 73:19Pénaoz in̄t-hi kouézet enn an̄ken? Enn-eunn-taol in̄t bét dispennet; kaset in̄t bét da-gét enn abek d’hô fallagriez.
Isaiah 29:5Ével al labous a nîch, ével-sé Aotrou ann arméou a warezô Jéruzalem; hé gwarézi a rai, hé dieûbi a rai; ébiou ez ai, hag é vézô da Zalver d’ézhi.
Ezekiel 13:14Ha mé a ziskarô ar voger hoc’h eûz lifret hép kemmesk; ha mé a lakai anézhi hével ha par d’ann (T) douar, hag é vézô gwélet hé diazez; diskaret é vézô-hî, hag hén̄ a gouézô dindan-hi; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
Luke 6:49Hôgen ann hini a zélaou, ha na ra két, a zô hén̄vel oud eunn dén péhini a zâv hé dî war ann douar hép diazez: eur ster a zô deûed d’en em voun̄ta war ann tî, ha râk-tâl eo béd diskaret; ha brâz eo bét disman̄tr ann tî-zé. ———— VII. PENNAD.