Levr Yehezkel 13:14
Ha mé a ziskarô ar voger hoc’h eûz lifret hép kemmesk; ha mé a lakai anézhi hével ha par d’ann (T) douar, hag é vézô gwélet hé diazez; diskaret é vézô-hî, hag hén̄ a gouézô dindan-hi; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 11:3Râk freûzet hô deûz ar péz éz pôa gréat a vâd; hôgen ann dén reiz, pétrâ en deûs-hén̄ gréat?
Isaiah 28:17Eunn dén hép-kén a spoun̄tô mîl ac’hanoc’h; ha pemp anézhô hô lakai da déc’hout; kén na viot dilézet ével gwern eul léstr war eur ménez, hag ével eur bannier war eur grec’hien.
Jeremiah 6:15Mézékéet in̄t bét, ô véza ma hô deûz gréat traou argarzuz: pé gen̄toc’h ar véz n’é deûz két hô mézékéet, ha n’hô deûz két gwézet pétrâ é oa rusia; râk-sé é kouézin̄t é-touez ar ré a varvô: é amzer hô emwéligidez é kouézin̄t, émé ann Aotrou.
Jeremiah 14:15Té a oar, Aotrou, az péz koun ac’hanoun, hag emwél ac’hanoun, ha diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a zeû d’am heskina; n’am digémer két enn da habaskded; gwéz pénaoz eo évid-od em eûz gouzan̄vet dismégan̄s.
Ezekiel 13:9Va dourn a boézô war ar broféded a wél traou gwân, hag a ziougan gévier; n’en em gavin̄t két é kuzul va fobl, ha na vézin̄t két skrivet é levr tî Israel, ha n’az ain̄t két é douar Israel; ha c’houi a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.
Ezekiel 13:23Râk-sé na wélot mui traou gwân, ha na ziouganot mui; râk mé a dennô va fobl eûz hô taouarn; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— XIV. PENNAD Hiniennou zô espernet étré tûd Jéruzalem.