Levr Izaia 30
1Chétu é rénô ar roué gan̄t reizded, hag é aotrouniô ar brin̄sed gan̄t barnédigez.
2Ann dén-zé a vézô ével eur gwasked oud ann avel, hag eur vôden oud ann arné; ével goueriou dour enn eunn douar séac’h, ha skeûd eur roc’h uc’hel enn eunn douar skarnilet.
3Daoulagad ar ré a wélô na vézin̄t két tévaléet, ha diskouarn ar ré a glevô a zélaouô.
4Ha kaloun ar ré ziskian̄t a boellô ar wiziégez, ha téôd ar gaged a gomzô téar ha fréaz.
5Ann dén diskian̄t na vézô mui galvet prin̄s; hag ann toueller na vézô mui hanvet brâz.
6Râg ann dén diskian̄t a lavarô traou diboell, hag hé galoun a rai fallagriez, évit peûr-ôber ann drouk a guzé, évit komza oud ann Aotrou gan̄t trubardérez, évit lakaad da fata éné ann dén naounek, ha lémel ann dour digan̄d ann dén en deûz sec’hed.
7Armou ann toueller a zô drouk; râg hén̄ a glask ijinou évit kolla ar ré vuel gan̄d eul lavar gaou, pa gomz ar paour hervez ar reizded.
8Hôgen ar prin̄s a vennô ével eur prin̄s, hag hén̄ en em startai war ann duged.
9Savit, gragez pinvidik, ha sélaouit va mouéz; merc’hed dizaouzan, rôit skouarn d’am lavar.
10Goudé deisiou hag eur bloaz, merc’hed dizaouzan, c’houi a vézô reûstlet; peûr-c’hréat eo ar ven̄dem, na vézô mui a védérez.
11Krénit, gragez pinvidik, bézit er reûstl, merc’hed dizaouzan; en em ziwiskit, hô pézet méz, likit séier enn-drô d’hô targreiz.
12En em c’hlac’harit war hoc’h askré, war hô touar strujuz, war hô kwiniennou frouézuz.
13Ann drein hag ann dréz a c’hôlôi parkou va fobl; ha pégement ouc’h-penn é c’hôlôin̄t-hi ann tiez a lévénez eûz ar géar dudiuz-zé?
14Hé ziez kaer a vézô dilézet; hé zûd paot a iélô-kuit; eunn dévalien vrâz a c’hôlôi hé c’héviou da-vikenn. Ann azéned c’houez a c’hoariô énô, ann trôpellou a beûrô énô;
15Kén na ziskennô ar spéred war-n-omp eûz ann én̄v; ma teûi ann distrô da véza eunn douar strujuz, ha ma vézô trôet ann douar strujuz enn eur c’hoat.
16Ar varn a choumô enn distrô, hag ar reizded a arzavô enn eunn douar strujuz.
17Ar péoc’h a vézô labour ar reizded, hag ann tâv hen heûliô, hag ar c’hréd a badô da-vikenn.
18Va fobl a arzaoô é kaerded ar péoc’h, dindân teltou dizaouzan, enn eunn arzaô a binvidigez.
19Hôgen ar c’hazarc’h a gouézô war ar c’hoat, hag ar géar a vézô vuéléet-brâz.
20Euruz oc’h, c’houi péré a hâd war ann holl zouréier, hag a gâs dî troad ann éjenn hag ann azen. ———— XXXIII. PENNAD. Dispennadur énébourien Juda.