Levr Izaia 34:12
Ha Rabsasez a lavaraz d’ézhô: Hag étrézé da vestr hag étrézég enn-od en deûz va c’haset va mestr évit lavarout kémen̄t-man̄? Ha né két ken̄toc’h étrézég ann dûd-zé péré a zô savet war ar vûr, évit na zébrin̄t két hô mon, ha na évin̄t két hô zroaz gan-é-hoc’h?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 3:6Pép-hini a gémérô hé vreûr ganet é-tî hé dâd, ô lavarout: Diḻad éc’h eûz, béz da brin̄s d’é-omp; dindân da zourn éma ann disman̄tr-zé.
Isaiah 41:24N’éc’h eûz két prénet d’in louzou-c’houés-vâd gan̄d da arc’han̄t, n’éc’h eûz két va leûniet, gan̄t lard da hostivou. Hôgen va lékéat éc’h euz da sklâv gan̄d da béc’héjou, poan éc’h eûz gréat d’in gan̄d da fallagriézou.
Jeremiah 39:6Ismahel, mâb Natanias, a iéaz er-méaz eûz a Vasfat évid ho diambrouga; hag hén̄ a iéa enn eur wéla; ha pa en em gavaz gan̄t-hô, é lavaraz d’ézhô: Deûit étrézé Godolias, mâb Ahikam.