Levr Izaia 34:11
Neuzé Éliasim, ha Sobna, ha Joahé a lavaraz da Rabsasez: Komz oud da dûd é Siriack; râk ni a oar ann iéz-zé. Hôgen na gomz két ouz-omp é Judaek, pa glev ar bobl a zô war ar vûr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 11:16Hag ann ôtruz, hag ar gaouen, hag ann dour-iar, hag ar sparfel diouc’h hé wenn,
Isaiah 14:23Ann heûreûchined a likiinn da choum enn-hi, é poullou dour é trôinn anézhi; hé skuba a rinn, hag é taolinn hé skubien er-méaz, émé Aotrou ann arméou.
Lamentations 2:8Ann Aotrou en deûz mennet diskara mûr merc’h Sion; lédet en deûz hé linen, ha n’en deûz két tennet hé zourn, kén na vijé dispennet holl: râk-sé ar vur gen̄ta, hag ann eil vur a zô bét diskaret. THETH.
Malachi 1:3Hag em eûz kaséet Ésau, hag em eûz lékéat hé vénésiou da eunn distrô, ha rôet hé zigwéz da éréven̄t ann distrô.