Levr Izaia 34
1Er pévarzékved bloaz euz a rén Ézéc’hias, é piñaz Sennachérib, roué ann Assiried, a-éneb ann holl geriou kré eûz a Juda, hag hén̄ hô c’héméraz.
2Ha roué ann Assiried a gasaz Rabsasez eûz a Lac’his da Jéruzalem gan̄d eunn armé vrâz a-éneb ar roué Ézéc’hias; hag hén̄ a arzaôaz é-tal sân al lenn uc’hela é hen̄t park ar c’hommer.
3Neûzé Éliasim, mâb Helsias, péhini a oa mestr ann tî, ha Sobna ar skrivañer, ha Joahé, mâb Asaf ann dieller, a zeûaz d’hé gavout.
4Ha Rabsasez a lavaraz d’ézhô: Livirit da Ézéc’hias: Chétu pétrâ a lavar ar roué brâz, roué ann Assiried: É pé fisian̄s en em rôez-té?
5Gan̄t pé guzul pé gan̄t pé ners é fell d’id en em zével em énep? War biou é lékéez da fisian̄s pa belléez diouz-in?
6Chétu é lékéez da fisian̄s war ann Éjipt, war ar vâz gorsen-zé péhini a zô torret, péhini a iélô é dourn ann hini a harpô hé zourn war-n-ézhi, hag a dreûzô anézhan̄; ével-sé é rai Faraon é-kén̄ver ar ré holl a lakai hô fisian̄s enn-han̄.
7Ma lévérez d’in: Enn Aotrou, hon Doué, é lékéomb hor fisian̄s; ha né két hen-nez a béhini en deûz Ézéc’hias diskaret al lec’hiou uc’hel hag ann aoteriou, ô lavaroud da Juda ha da Jéruzalem: Dirâg ann aoter-zé éc’h azeûli?
8Ha bréma en em rô d’am Aotrou, roué ann Assiried, hag é rôinn d’id daou vil varc’h, mar gellez kavout é-touez da bobl tûd a-walc’h évit piña war-n-ézhô:
9Pénaoz é helli-dé énébi oud ann distéra rénér eûz a gériou-kré va Aotrou? Ma lékéez da fisian̄s enn Éjipt, enn hé girri, hag enn hé varc’heien;
10Ha deuet ounn-mé er vrô-man̄, évid hé dispenna, héb urs ann Aotrou? Ann Aotrou en deûz lavaret d’in: Pîñ er vrô-zé, ha dispenn-hi.
11Neuzé Éliasim, ha Sobna, ha Joahé a lavaraz da Rabsasez: Komz oud da dûd é Siriack; râk ni a oar ann iéz-zé. Hôgen na gomz két ouz-omp é Judaek, pa glev ar bobl a zô war ar vûr.
12Ha Rabsasez a lavaraz d’ézhô: Hag étrézé da vestr hag étrézég enn-od en deûz va c’haset va mestr évit lavarout kémen̄t-man̄? Ha né két ken̄toc’h étrézég ann dûd-zé péré a zô savet war ar vûr, évit na zébrin̄t két hô mon, ha na évin̄t két hô zroaz gan-é-hoc’h?
13Ha Rabsasez a zavaz, hag a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré é Judaek, hag a lavaraz: Sélaouit gériou ar roué brâz, roué ann Assiried.
14Ével-henn é lavar ar roué: Na douellet két Ézéc’hias ac’hanoc’h, râk na hellô két hô tieûbi.
15Ha na lakaet két Ézéc’hias ac’hanoc’h da gaout fisian̄s enn Aotrou, ô lavarout: Ann Aotron hon dieûbô, na gouézô két ar géar-man̄ étré daouarn roué ann Assiried.
16Na zélaouit két Ézéc’hias; râg ével-henn é lavar roué ann Assiried: Grît kévrédigez gan-en̄, ha deûit d’am c’havout, ha debrit pép-hini euz hô kwinien hoc’h-unan, ha pép hini euz hô fiézen hoc’h unan, hag évit pép-hini dour hô feun̄teun hoc’h-unan,
17Kén na zeûinn, ha na gasinn ac’hanoc’h enn eunn douar hén̄vel oud hô touar, eunn douar a éd hag a wîn, eunn douar a vara hag a winiennou.
18Na reûstlet két Ézéc’hias ac’hanoc’h, ô lavarout: Ann Aotrou hon dieûbô. Hag hini eûz a zouéed ar brôadou en deuz-hén̄ dieûbet ho douar eûz a zaouarn roué ann Assiried?
19Péléac’h éma doué Emat hag Arfad? Péléac’h éma doué Séfarvaim? Hag hî hô deûz dieûbet Samari eûz va dourn?
20Piou é-touez ann holl zouéed eûz ar brôiou-zé en deûz dieûbet hé zouar eûz va dourn, ma tieûbô ann Aotrou Jéruzalem eûz va dourn?
21Hag hî a davaz, ha na respoun̄taz gér out-han̄. Râg ar roué en dôa gourc’hémennet d’ézhô, ô lavarout: Na respoun̄tit két d’ézhan̄.
22Neûzé Éliasim, mâb Helsias, péhini a oa mestr ann tî, ha Sobna ar skrivañer, ha Joahé, mâb Asaf ann dieller, a zistrôaz étrézég Ézéc’hias hag hô diḻad rôget, hag hî a rôaz da anaout d’ar roué gériou Rabsasez. ———— XXXVII. PENNAD. Éal ann Aotrou a zispenn armé Sennachérib.