Levr Izaia 35:8
Rabsasez éta a zistrôaz war hé c’hîz, hag a iéaz da gavout roué ann Assiried péhini a stourmé out Lobna; râk klévet en dôa pénaoz é oa éat-kuît eûz a Lac’his.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 19:7Lézen ann Aotrou a zô dinam; trei a ra ann énéou; testéni ann Aotrou a zô féal; ar furnez a rô d’ar ré vihan.
Psalms 25:8Kûn̄ ha reiz eo ann Aotrou: râk-sé é rôiô d’ar ré a bec’h, al lézen a dléon̄t da heûlia enn hô hen̄t.
Proverbs 4:18Hôgen raven̄t ar ré reiz a luc’h ével eur c’houlaouen; a-raok éz a hag é kresk bétég ann deiz klôk.
Proverbs 9:4Piou-bennâg a zô éeun, deûet d’am c’havout. Ha d’ar ré ziskian̄t é deûz lavaret:
Isaiah 11:16Hag eunn hen̄t a vézô enn-hi évit ar re eûz va fobl a vézô tec’het diouc’h ann Assiried, ével ma oé kavet évid Israel, enn deiz é péhini é piñaz eûz a zouar ann Éjipt. ———— XII. PENNAD. Kanaouen a drugarez évid ann dieûb eûz a Israel hag eûz a Juda.