Levr Izaia 35
1Pa glevaz ar roué Ézéc’hias kémen̄t-se, é rogaz hé ziḻad, é lékéaz eur sac’h war hé drô, hag éz éaz é tî ann Aotrou.
2Hag hén̄ a gasaz Éliasim, péhini a oa mestr ann tî, ha Sobna ar skrivañer, hag ar ré gôsa eûz ar véleien, gôlôet a zéier, étrezég Isaias ar profed, mâb Amos.
3Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Ével-henn é lavar Ézéchias: Eunn deiz a en̄krez, a damall, a zrouk-prézek eo hé-man̄; râg ar vugalé a zô daré da véza ganet, ha n’eûz két a ners a-walc’h évit gwilioudi.
4Ann Aotrou da Zoué en dévézô klévet héb arvar gériou Rabsasez, péhini a zô bét kaset gan̄t roué ann Assiried hé vestr, évid drouk-prézégi oud ann Doué béo, hag évid hé gunuc’ha gan̄t lavariou en deûz klévet ann Aotrou, da Zoué: gorré éta da béden évid ar ré a choum a zilerc’h.
5Ha servicherien ar roué Ézéc’hias a iéaz étrézég Isaias.
6Hag Isaias a lavaraz d’ézhô: Ann dra-man̄ a léverrot d’hô mestr: Ével-henn é lavar ann Aotrou: N’hô pézet két a aoun râg ar gériou hoc’h eûz klévet, gan̄t péré servicherien roué ann Assiried hô deûz va heskinet.
7Chétu mé a gasô war-n-ézhan̄ eur c’houéz, hag hén̄ a glevô eur c’hélou, hag a zistrôi d’hé vrô; ha mé hé lakai da vervel gan̄d ar c’hlézé enn hé vrô.
8Rabsasez éta a zistrôaz war hé c’hîz, hag a iéaz da gavout roué ann Assiried péhini a stourmé out Lobna; râk klévet en dôa pénaoz é oa éat-kuît eûz a Lac’his.
9Hag hén̄ a glévaz pénaoz Taraka, roué Étiopia, a oa eo em lékéat enn hen̄t évit stourmi out-han̄; pa glévaz kémen̄t-sé, é kasaz kannaded étrézég Ézéc’hias, ô lavarout:
10Chétu pétrâ a leverrot da Ézéc’hias, roué Juda: Na douellet két ac’hanod da Zoué, é péhini é lékéez da fisian̄s, na lavar két: Na gouézô két Jéruzalem étré daouarn roué ann Assiried.
11Chétu té éc’h eûz klévet pétrâ hô deûz gréat rouéed ann Assiried d’ann holl vrôiou hô deûz dispennet; ha té a helfé béza dieûbet?
12Douéed ar brôadou hag hî hô deûz dieûbet ar boblou a zô bét dispennet gan̄t va zadou, Gozam, hag Haram, ha Résef, ha mipien Éden, péré a oa é Talassar?
13Péléac’h éma roué Émat, ha roué Arfad, ha roué kéar Séfarvaim, Ana hag Ava?
14Hag Ézéc’hias a géméraz al lizer eûz a zourn ar gannaded, hag hé lennaz; hag hén̄ a biñaz da dî ann Aotrou, hag a astennaz anézhi dirâg ann Aotrou.
15Hag Ézéchiaza bédaz ann Aotrou, ô lavarout:
16Aotrou ann arméou, Doué Israel, té péhini a zô azézet war ar Gérubined; té hép-kén eo Doué holl rouan̄télésiou ann douar; té eo éc’h eûz gréat ann én̄v hag ann douar.
17Dinaou, Aotrou, da skouarn, ha sélaou: digor, Aotrou, da zaoulagad, ha gwél, ha sélaou ann holl c’hériou en deûz digaset Sennachérib évid drouk-prézégi oud ann Doué béô.
18Gwir eo, Aotrou, pénaoz rouéed ann Assiried hô deûz gwastet ar boblou hag hô douarou,
19Ha ma hô deûz taolet hô douéed enn tân; râk né oan̄t két douéed, hôgen labour daouarn ann dûd, koat ha méan; hag hî hô deûz hô brévet.
20Bréma éta, Aotrou, hon Doué, dieûb ac’hanomp eûz hé zourn, évit ma anavézô holl rouan̄télésiou ann douar, pénaoz n’eûz Aotrou all é-béd néméd-od.
21Neûzé Isaias, mab Amos a gasaz étrézég Ézéc’hias, évit lavaroud d’ézhan̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: O véza ma éc’h euz pédet ac’hanoun diwar-benn Sennachérib, roué ann Assiried;
22Chétu aman̄ ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar hé benn: Ar werc’hez merc’h Sion é deûz va zisprizet ha da c’hoapéet; merc’h Jéruzalem é deûz héjet hé fenn adré d’id.
23Piou éc’h eûs-té goapéet? Out piou éc’h eûs-té drouk-prézéget? A-énep piou éc’h eûs-té savet da vouéz, ha savet da zaoulagad balc’h? A-énep san̄t Israel.
24Dré zourn da zervicherien éc’h eûz goapéet ann Aotrou, hag éc’h eûz lavaret: Gan̄d al lôd brâz eûz va c’hirri ounn piñet war lein ar ménésiou, war gribel al Liban; trouc’het em eûz hé wéz-sedr uc’hel, hag hé wéz-sapr kaer; éad ounn bétég ar penn uc’héla eûz hé gribel, ha koajou hé vésiou strujuz.
25Kleûzet em eûz, hag em eûz évet dour, hag em eûz dizec’het gan̄t roudou va zreid ann holl c’houériou dalc’het gan̄t saviou-douar.
26Ha n’éc’h eûs-té két klévet pénaoz eo mé em eûz gréat ann traou-zé pell-zô? Aozet in̄t bét gan-én̄ enn deisiou kôz; ha bréma hô c’hasann da benn, ô tiskara ar c’hrec’hiennou a stourm ann eil oud ébén, hag ar c’hériou-kré.
27Tûd ar c’hériou-zé a zô bét spoun̄tet ha mézékéet, ével pa ven̄t bét dizourn; deûet in̄t ével ar founn a lékéeur war ar parkou, ével ar géot-peûri, hag ével al louzou a zâv war ann toennou, péhini a zec’h abarz ma eo daré.
28Gwézet em eûz péléac’h é choumez, a béléac’h é teûez, ha péléac’h éz éez; anavézet em eûz da frouden em énep.
29Pa eo savet da frouden em énep, eo piñet da rogen̄tez bété va diskouarn; lakaad a rinn éta eur minouer war da frî, hag eur wesken enn da c’hénou; hag e kasinn ac’hanod dré ann hévéleb hen̄t dré béhini oud deûet.
30Hôgen chétu ann arouéz d’id: Debr hevléné ann traou a zavô anézhô hô-unan, hag enn eil vloaz en em vag gan̄t frouez; hôgen enn trédé bloaz, hadit, ha médit, ha plantit gwiniennou, ha debrit ar frouez anézhô.
31Hag ar pez a vézô tec’het ha choumet euz a dî Juda, a daolô hé c’hrisiou d’ann-traoun̄, hag a rôi hé frouez ouc’h-kréac’h.
32Râk lôd a dec’hô eûz a Jéruzalem, ha lôd all a vézô dieûbet eûz a Zion; oaz Aotrou ann arméou eo a rai kemen̄t-sé.
33Râk-sé chétu pétrâ a lavar ann Aotrou diwar-benn roué ann Assiried: N’az ai két er géar-zé, ha na daolô két hé zaésiou out-hi; na stourmô két out-hi gan̄d ann diren, ha na rai két a gleûsiou war hé zrô.
34Dré ann hen̄t dré béhini eo deûet é tistrôi, ha n’az ai két er géar-zé, émé ann Aotrou.
35Gwarézi a rinn ar géar-zé, hag é tieûbinn anézhi enn-abek d’in, hag enn-abek da Zavid, va zervicher.
36Neûzé éal ann Aotrou a iéaz er-méaz, hag a skôaz war bemp mii dén ha naô-ugen̄t é kamp ann Assiried. Hag ar ré a zavaz min̄tin-mâd a wélaz ar c’horfou-marô.
37Goudé-zé Sennachérib a zilec’haz, a iéaz-kuit hag a zistrôaz war hé giz; hag hén̄ a choumaz é Niniva.
38Hag é c’hoarvézaz pénaoz pa édô oc’h azeûli é templ Nesroc’h, hé Zoué, Adramélec’h ha Sarasar, hé vipien, a lazaz anézhan̄ gan̄d hô c’hlézéier; hag hî a dec’haz étrezé brô Ararat. Hag Asarhaddon, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h. ———— XXXVIII. PENNAD. Klén̄ved Ézéc’hias. Hé ganaouen.