Levr Izaia 42:15
Da ôber tân d’ann dén in̄t mâd; hé-unan en deûz kéméret lôd anézho évit tomma; lôd en deûz lékéat énn tân évit poaza hé vara; gan̄d ann dilerc’h é râ eunn doué, hag éc’h azeûl anézhan̄; ar skeûden en deûz kizeliet, hag hén̄ a stou dira-z-hi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 18:7Ann douar a zô bét kéfluslet, hag en deûz krénet; sôliou ar ménésiou a zô bét horellet ha kéflusket, ô véza ma oa éat droug enn Aotrou out-hô. (M).
Psalms 114:3Ar môr a wélaz, hag a dec’haz; ar Jourdan a zistrôaz war hé gîz.
Isaiah 11:15Ann Aotrou a wastô téôd môr ann Éjipt, hag é savô hé zourn war ar ster, hag é c’houézô kré war-n-ézhi: hag hén̄ hé rannô é seiz gouer, enn hévélep doaré ma hellin̄t hé zreûzi hep tenna hô boutou.
Isaiah 49:11Ével-sé ar ré a vézo bét dasprénet gan̄d ann Aotrou, a zistrôi, hag hi a zeûi da Zion enn eur gana; eul lévénez peûr-baduz a vézô war hô fennou, al lîd hag al laouénidigez a vézô gan̄t-hô, ar boan hag ar c’heinvan a dec’hô diout-hô.
Jeremiah 4:24Gwélet em eûz ar ménésiou, hag hî a gréné; hag ann holl grec’hiennou, hag hî a oa kéflusket.
Nahum 1:4Ar môr a c’hourdrouz, hag é tizec’h anézhan̄: ann holl steriou a drô enn eunn distrô. Basan hag ar C’harmel a goll hô c’haerded: bleûn̄ al Liban a zeû da wén̄vi.