Levr Izaia 42:19
Na zistrôon̄t két d’hô-unan; na ouzon̄t, na na vennon̄t da lavarout: Tân em eûz gréat gan̄d ann han̄ter; war hé c’hlaou em eûz poazet bara, poazet em eûz kik em eûz debret; ha gan̄d ann dilerc’h é rinn eunn idol? Hag é stouinn dirâg eur c’héf koat?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 6:9Hag hén̄ a lavaraz: Kéa, ha lavar d’ar bobl-zé: O klevout, klevit, ha na boellit két; ô kwélout, gwélit, ha na anavézit két.
Isaiah 29:9Hé holl ners a iélô ébiou gan̄d hé spoun̄t; hag hé brin̄sed a dec’hô gan̄d hô saouzan. Ével-sé é lavar ann Aotrou, péhini en deûz hé dân é Sion, hag hé fourn é Jéruzalem. ———— XXXII. PENNAD. Gwastadur ar Judéa. Hé gwellaen.
Jeremiah 4:22O véza ma eo diskian̄t va fobl, ha n’en deûz két va anavézet; tud diboell ha direiz in̄t; fûr in̄t évid ôber ann drouk, hôgen na ouzoüt két ôber ar mâd.
Ezekiel 12:2Mâb dén, é-kreiz eunn ti héguz é choumez; daoulagad hô deûz évit gwélout, ha na wélon̄t két; diskouarn hô deûz évit klévout, ha na glevon̄t két; ô véza ma eo ennn tî héguz.