Levr Izaia 54:5
É rôinn eul léac’h em zî hag é-kreiz va môgériou; hag eunn hanô a vézô gwelloc’h égét mipien ha merc’hed; eunn hanô peûr-baduz a rôinn d’ézhô, ha na vézô bikenn kollet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 3:13Ha pa hô dévézô ar véleien péré a zoug arc’h ann Aotrou Doué ann holl zouar, lékéat hô zreid é douréier ar Jourdan, ann douréier a zô a-îz a rédô hag en em dennô; hôgen ar ré a zeû a-ûz, a choumô enn eunn dolzen.
Psalms 45:10Sélaou, va merc’h, ha gwél, ha dinaou da skouarn; hag an̄kounac’ha da bobl, ha tî da dâd.
Isaiah 43:1Ével-henn é lavar ann Aotrou da Zirus va C’hrist, em euz kéméret dré hé zourn, évit lakaad da bléga dira-z-han̄ ar brôadou, ha lakaad ar rouéed da drei hô c’hein; évid digeri ann ôriou dira-z-han̄, ha na vézô serret pors é-béd.
Isaiah 48:2Râk deûet ounn, ha na va dén; galvet em eûz, ha dén n’en deûz va c’hlevet. Ha berréet, ha bihanéet eo va dourn, évit na helfenn mui hô taspréna? Ha n’em eûz mui ann ners d’hô tieûbi? Chétu gan̄t va gourdrouz é likiinn ar môr da véza hesk, hag é tizec’hinn ar steriou; ar pesked a vreinô hép dour hag a varvô gan̄d ar sec’hed.
Jeremiah 10:16Eur wézen-olived strujuz, kaer, frouézuz, koan̄t, en deûz ann Aotrou galvet da hanô; hôgen out trouz hé vouéz, eunn tân brâz a zô kroget enn-hi, hag hé skourrou a zô bét dévet.