Levr Izaia 44:2
Torret ha brévet in̄t bét kévret: n’hô deûz két gellet savétei ar ré hô dougé, hag ar ré-man̄ a zô bét lékéat é sklavérez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 46:5Enn hé greiz éma Doué, ha dré-zé na vézô két horellet; ha Doué a skoazellô anézhan̄ adaleg goulou-deiz.
Psalms 95:6Deûit, azeûlomp, ha stouomp: ha gwélomp dirâg ann Aotrou péhini en deûz hor gréat.
Isaiah 41:14Ével-henn é lavar ann Aotrou, hô taspréner, san̄t Israel: Enn abek d’é-hoc’h em eûz kaset da Vabilon, hag em eûz diskaret hé holl harzou, hag ar C’haldéed, péré a lékéa hô fisian̄s enn hô listri.
Isaiah 43:5Mé eo ann Aotrou, ha n’eûz hini all é-béd: n’eûz kén Doué néméd-oun; da c’hourizet em eûz, ha n’éc’h eûz két va anavézet,
Isaiah 43:21Kélennit, ha deûit, hag en em guzulit kévret; piou en deûz rôet da anaout kémen̄t-sé adaleg ar penn-ken̄ta, ha piou en deûz hé ziouganet ken̄t? Ha né két mé ann Aotrou, ha Doué all a zô néméd-oun? Mé eo ann Doué reiz, ha n’eûz Salver é-béd néméd-oun.